Hag an eal, o veza antreet el leac’h ma edo‐hi, a lavaraz dezhi: Me a zalud ac’hanoud, te pehini a zo bet recevet en gras; an Aotrou a zo ganez; benniget oud e‐touez ar gragez.
Sant Lucas 1:42 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o sevel he mouez, e criaz: Te a zo benniget etouez ar gragez, ha benniget eo ar frouez euz da gov. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O sevel he mouezh, e krias: Te a zo benniget e-touez ar gwragez ha benniget eo frouezh da gof. |
Hag an eal, o veza antreet el leac’h ma edo‐hi, a lavaraz dezhi: Me a zalud ac’hanoud, te pehini a zo bet recevet en gras; an Aotrou a zo ganez; benniget oud e‐touez ar gragez.
Ha kerkent ha ma klevaz Elizabet salud Mari, ar bugel a dridaz en he c’hov, hag Elizabet a oe karget euz ar Spered‐Santel.
dre m’hen deuz sellet ouz stad izel he zervicheres. Ha setu divar‐vreman e vezin galvet eürus gant an holl generationou.
Hag e lavarent: Ra vezo benniget ar Roue a zeu en hano an Aotrou! Peoc’h en env, ha gloar en huella euz an envou!
pere a zo deuet euz a lignez an tadou, hag euz a bere eo ganet, hervez ar c’hig, ar C’hrist, pehini a zo Doue dreist an holl, benniget da virviken. Amen!
o terc’hel da zellet ouz Jesus, ar mestr hag ar peur‐oberour euz ar feiz, pehini, oc’h ober fae var ar vêz, abalamour d’ar joa a oa kinniget dezhan, hen deuz gouzanvet ar groaz, hag ez eo azezet a‐zeo da dron Doue.