O veza ma ho deuz kalz a dud en em lakeat da scriva histor an traou c’hoarvezet, hag anavezet mad evit beza gwir en hon touez;
Sant Lucas 1:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) em euz kavet mad ive, goude beza examinet tost an holl draou‐ze adaleg ar pen‐kenta, scriva anezhe d’id gant reiz, O Theofil, den meurbed mad; Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned kavet em eus mat ivez, goude bezañ graet un enklask pizh warno holl adalek ar penn-kentañ, o skrivañ dit dre urzh, Teofil mat meurbet, |
O veza ma ho deuz kalz a dud en em lakeat da scriva histor an traou c’hoarvezet, hag anavezet mad evit beza gwir en hon touez;
Va levr kenta em euz great, o Theophil, var gement hen deuz great Jesus ha desket deomp adaleg ar pen‐kenta,
Dre‐ze e sonj d’in na dleer ket ober nec’h d’ar re euz a‐douez ar Jentiled a zistro ouz Doue;
ni hon euz kavet mad, holl assambles, choaz tud hag ho c’has deoc’h gant hor breudeur muia‐karet Barnabas ha Paol,
Rag kavet eo bet mad gant ar Spered‐Santel ha gan eomp‐ni, ne vez lakeat varnoc’h beac’h e‐bed nemed an traou a zo red; da lavaret eo,
Ha goude beza choumet eno eur pennad amzer, ez eaz kuit, o vond euz an eil kear d’eben, dre vro ar Galatia hag ar Phrigia, en eur granvaad an holl diskibien.
Anzav a reomp e pep tra ha dre holl, ha gant peb seurt actionou a c’hras, O Felix mad meurbed, e meump an heur‐vad da gaoud eur peoc’h parfet, dre da zicour ha dre an oberou kaer a zo bet great d’ar bobl‐man, dre ar zourci ec’h euz bet anezhi.
Mes Paol a lavaraz: Na ziskiantan ket, o Festus mad meurbed; mes lavaret a ran komzou gwir hag a skiant‐vad.
Evit ar pez a zell Apollos, hor breur, hen pedet em euz stard da vond d’ho kavout gant ar breudeur; mes n’eo ket bet fellet dezhan mond breman; mes mond a raio pa gavo an occasion.
Koulskoude, hervez va zantimant‐me, ez eo eürussoc’h, mar choum evel ma ema. Hogen, me a gred ema ive Spered Doue ganen.
En eur lakaad an traou‐ze d’ar breudeur, dirag ho daoulagad, e vezi eur servicher mad da Jesus‐Christ, maget gant komzou ar feiz hag an doctrin vad ec’h euz heulliet gant aked.