Hag int, o veza eat er meaz, a brezegaz dre‐holl; hag an Aotrou a laboure ganthe, hag a roe nerz d’ar Ger dre ar burzudou a heullie anezhan.
Sant Lucas 1:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) O veza ma ho deuz kalz a dud en em lakeat da scriva histor an traou c’hoarvezet, hag anavezet mad evit beza gwir en hon touez; Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kalz o vezañ en em lakaet da skrivañ istor an traoù c’hoarvezet hag anavezet mat en hon touez, |
Hag int, o veza eat er meaz, a brezegaz dre‐holl; hag an Aotrou a laboure ganthe, hag a roe nerz d’ar Ger dre ar burzudou a heullie anezhan.
Mes an traou‐man a zo scrivet, evit ma credot penaos Jesus eo ar C’hrist, Mab Doue, hag o credi ma ho pezo ar vuez en he hano.
He‐man a istim eun devez dreist eun devez all; hennes a istim an holl deveziou an eil kement hag egile; ra hen devezo pep den en he spered eur greden barfet eo mad ar pez e ra.
Evit ma vezo consolet ho c’halonou, hag unanet assambles er garantez, evit beza pinvidikeet euz a eun ententamant vad, evit anaoud myster Doue an Tad, hag ar C’hrist,
Epaphras, pehini a zo euz ho touez, ha servicher d’ar C’hrist, a zalud ac’hanoc’h; ne ehan ket da gombatti evidoc’h en he bedennou, evit ma viot parfet ha peur‐c’hreat en holl bolontez Doue.
Rag hon Aviel n’eo ket bet evidoc’h en komzou hep‐ken, mes beza e oa ive galloud assambles ganthan, hag ar Spered‐Santel, hag eun abondans vraz a breuvennou; c’houi hoc’h‐unan a oar penaos omp bet en em gomportet en ho touez, hag abalamour deoc’h.
Hag, evel ma teu an holl d’hen anzav, braz eo ar myster euz ar biete: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, a zo bet justifiet dre ar Spered, gwelet gant an elez, prezeget d’ar Jentiled, credet er bed, ha savet er gloar.
Mes an Aotrou a zo bet choumet em c’hichen, hag hen deuz va c’hrenveet, evit ma vije ar bredication nerzus meurbed dreizoun, ha ma vije klevet gant an holl Jentiled; hag ez oun bet delivret euz a c’henou al leon.
tostaomp gant eur galon gwirion, o kaoud eun assurans leun a feiz, hor c’halonou purifiet euz a louzdoni eur goustians fall, hag hor c’horfou gwalc’het gant dour pur.
Hogen, desiroud a reomp ma teuio pep hini ac’hanoc’h da ziskouez ar memeus aked evit conservi, beteg ar fin, an assurans parfet euz an esperans;