Hen a respontaz: It en kear da gavoud hen‐ahen, ha livirit dezhan: Ar mestr a lavar: Va amzer a zo tost; ober a rin ar Pask en da di gant va diskibien.
Sant Ian 7:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) It c’houi d’ar gouel‐ze; evidoun‐me, n’ed an ket c’hoas, rag n’eo ket erru c’hoas va amzer. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evidoc’h-c’hwi, it d’ar gouel-mañ. Me, ne d-an ket c’hoazh dezhañ, rak va amzer n’eo ket c’hoazh peurc’hraet. |
Hen a respontaz: It en kear da gavoud hen‐ahen, ha livirit dezhan: Ar mestr a lavar: Va amzer a zo tost; ober a rin ar Pask en da di gant va diskibien.
Klask a rent eta an tu da gregi enhan; mes den na lekeaz he zorn varnezhan, rag ne oa ket c’hoas deuet he heur.
Jesus a lavaraz dezhe: Va amzer n’eo ket deuet c’hoas; mes hoc’h amzer c’houi a vez da bep koulz.
Jesus a lavaraz ar c’homzou‐ze el leac’h ma oa an tenzor, en eur gelen en templ; ha den na grogaz enhan, rag he heur ne oa ket deuet c’hoas.