Sant Ian 12:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Eno e oe great eur goan dezhan, ha Martha a oa o servicha, ha Lazar a oa unan euz ar re a oa ouz taol ganthan. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Aozet e voe dezhañ eno ur goan. Marta a servije ha Lazar a oa unan eus ar re a oa ouzh taol gantañ. |
Ha Jesus, o veza en Bethani, en ti Simon an den lor, pa edo ouz taol, e teuaz eur vaouez gant eur bessel alabastr, leun a eol a c’houez‐vad hag a briz vraz, hag o veza torret ar bessel, e skulliaz an eol var he ben.
Eürus ar zervicherien‐ze a vezo kavet gant ho Aotrou, o veilla pa erruo er gear! E gwirionez hen lavaran deoc’h, lakaad a rai he c’houriz en‐dro dezhan, ober a rai dezhe azeza ouz taol, hag e teuio he‐unan d’ho zervicha.
Ha Jesus a lavare d’an hini hen doa he bedet: Pa ri eul lein pe eur goan, na bed na da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, na da amezeien pinvidic, gant aoun na bedfent ac’hanoud d’ho zro, ha na vez rentet d’id kement‐all.
Rag pehini eo ar brassa, pe an hini a zo ouz taol, pe an hini a zo o servicha? ha n’eo ket an hini a zo ouz taol eo? ha koulskoude me a zo en ho touez, evel an hini a zo o servicha.
Ha Levi a reaz dezhan eur fest braz en he di, ha bez’ e oa eun niver braz a bublicaned hag a re all azezet ouz taol ganthe.
Setu, emoun e‐tal an nor, hag e skoan; mar teu unan‐benag da glevet va mouez ha da zigeri an nor d’in, ec’h antrein en he di, hag e koanin assambles ganthan, hag hen assambles ganen.