Zakaria 9:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
7 Lemel a rin o gwad eus o genoù, hag o euzhusted a-douez o dent. Met int ivez o devo evit hon Doue un nemorant a vo evel ur penn e Juda, hag Ekron a vo evel ar Jebuziz.
Ha Doue a gasas ivez un ael da zistrujañ Jeruzalem, hag evel ma tistruje, an AOTROU a sellas, hag en doe keuz eus an droug-se, hag e lavaras d'an ael a zistruje: A-walc'h! Tenn bremañ da zorn! Ael an AOTROU en em zalc'he e-kichen leur Ornan ar Jebuzad.
Evel-henn e komz an AOTROU: Evel ma savete ar mesaer diouzh genoù al leon div c'har pe un tamm skouarn, evel-se e vo saveteet mibien Israel a zo azezet e Samaria war gorn ur gwele ha war ur ballenn eus Damask.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: En deizioù-se, dek den a-douez holl yezhoù ar broadoù a grogo e pleg toneg ur yuzev en ur lavarout: Ni a yelo ganeoc'h, rak anavezet hon eus emañ Doue ganeoc'h.
Hag e kampin en-dro da'm zi en abeg d'an arme hag en abeg d'ar re a zo o vont hag o tont. Ar gwasker ne dremeno ken warno, rak bremañ e sellan outi gant va daoulagad.