Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 9:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Setu e skrapo an AOTROU anezhi, teurel a raio he galloud er mor, hag e vo lonket gant an tan.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 9:4
14 Referencias Cruzadas  

Teñzorioù ar fallagriezh ne dalvezont netra, met ar reizhder a zieub eus ar marv.


Ar madoù ne servijint da netra da zeiz ar gounnar, met ar reizhder a zieubo eus ar marv.


An AOTROU en deus astennet e zorn war ar mor, lakaet en deus ar rouantelezhioù da grenañ, roet en deus un urzh a-enep Kanaan: distrujañ e greñvlec'hioù,


Hag e tisplegint ur c'hlemmgan warnout, hag e lavarint dit: Penaos ez out distrujet, te hag a oa poblet gant tud ar mor, kêr vrudet ha galloudek war vor, te ha da annezidi hag a daole ar spont war ar re a oa o chom eno?


E-kreiz fonnusted da genwerzh, leuniet out bet a feulster, ha pec'het ec'h eus. Neuze e taolan ac'hanout, disakr, diouzh menez Doue, hag e tistrujan ac'hanout, cherubin diwaller, a-douez ar mein-tan.


Dre fonnusted da zireizhder, dre zislealded da genwerzh, ec'h eus disakret da santualioù. Lakaat a rin da sevel eus da greiz un tan a zebro ac'hanout, hag e lakain ac'hanout da vezañ ludu war an douar, dirak an holl re a sello ouzhit.


Mab an den, lavar da briñs Tir: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En em uhelaet eo da galon, hag ec'h eus lavaret: Me 'zo un doue, azezet on war dron Doue e-kreiz ar morioù. Petra bennak ma'z out nemet un den ha nann Doue, ec'h eus lakaet da galon evel kalon un doue.


Hag e taolint ac'hanout d'ar poull, hag e varvi evel ma varv ar re a zo lazhet e kalon ar morioù.


Gwerzhañ a rin ho mibien hag ho merc'hed da vibien Juda, hag int o gwerzho d'ar Sabeaned, da ur bobl bell, rak an AOTROU en deus komzet.


Kas a rin war vogerioù Tir un tan a lonko he falezioù.


Askelon a welo kement-se hag en devo aon, Gaza ivez hag e kreno, Ekron ivez hag he gortoz a yelo da get. Ne vo roue ebet e Gaza, ha ne chomo den en Askelon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos