War o lerc'h, eus holl veuriadoù Israel, ar re en em stage en o c'halon da glask an AOTROU a zeuas da Jeruzalem, evit aberzhiñ d'an AOTROU, Doue o zadoù.
Meur a bobl a zeuio hag a lavaro: Deuit ha pignomp da venez an AOTROU, da di Doue Jakob; kelenn a raio deomp e hentoù, hag e kerzhimp en e wenodennoù, rak al lezenn a zeuio eus Sion, ha komz an AOTROU eus Jeruzalem.
Hag ec'h anavezimp an AOTROU, hag e kendalc'himp d'e anavezout. E zonedigezh en em gempenn evel gouloù-deiz, dont a raio d'hor c'havout evel glav an diwezhañ amzer a zoura an douar.