Rak daoulagad an AOTROU a astenn o sell war an holl zouar, evit kreñvaat a re a zo o c'halon a-grenn dezhañ. Graet ec'h eus evel un den diskiant diwar-benn kement-se, hag ez po brezelioù en amzer da zont.
Neuze e c'hoantais anavezout ar wirionez diwar-benn ar pevare loen, a oa disheñvel diouzh an holl re all hag euzhus-meurbet, a oa e zent en houarn hag e ivinoù en arem, a zebre, a vruzune hag a vac'he gant e dreid ar pezh a vane,