Hag e lavaras: Deus er-maez, en em zalc'h war ar menez dirak an AOTROU. Ha setu an AOTROU a dremene. Un avel vras ha kreñv a faoute ar menez hag a dorre ar reier dirak an AOTROU, met an AOTROU ne oa ket en avel. Goude an avel e voe ur c'hren-douar, met an AOTROU ne oa ket er c'hren-douar.
Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.
Hag e kasin war Elam ar pevar avel eus pevar fenn an neñvoù, hag e stlabezin anezho gant an holl avelioù-se, ha ne vo ket ur vroad ma ne zeuio ket enni tec'hidi Elam.
Hag e lavaras din: Profediñ a ri d'ar spered, profediñ a ri, mab an den, hag e lavari d'ar spered: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Spered, deus eus ar pevar avel, ha c'hwezh war al lazhidi-se, evit ma vevint.
Ha pa vo savet, e vo bruzunet e rouantelezh, a vo rannet etrezek pevar avel an neñvoù. Ne vo ket roet d'e lignez, nag hervez e c'halloud m'en devo renet gantañ, rak e rouantelezh a vo drailhet ha roet da reoù all e-lec'h d'ar re-se.
Ur stêr a dan a zeue hag en em skuilhe dirazañ. Mil miliad a servije anezhañ ha dekmil dekmiliad en em zalc'he dirazañ. Ar varn a voe diazezet hag al levrioù a voe digoret.
Rak piv eo en deus disprizet amzer an deroù bihan? Laouen e vint o welout ar gordenn-vuzuliañ e dorn Zorobabel. Ar seizh-se a zo lagadoù an AOTROU oc'h ergerzhout an douar holl.
Goude-se, e welis pevar ael en em zalc’he e pevar c’horn an douar, o terc’hel ar pevar avel evit na c’hwezhfe avel ebet na war an douar, na war ar mor, na war wezenn ebet.