Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 6:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 ouzh an trede karr kezeg gwenn, ouzh ar pevare karr kezeg marellet ha liv-flamm.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 6:3
9 Referencias Cruzadas  

Hag e c'hoarvezas d'ar mare ma teue an deñved da dommañ, ma savis va zaoulagad hag e welis en un huñvre penaos ar bouc'hed a c'holoe an deñved a oa barrennet, brizh ha marellet.


he divhar en houarn, he zreid lod en houarn ha lod e pri.


E-pad an noz em boe ur weledigezh. Ha setu, e oa un den pignet war ur marc'h rous, hag en em zalc'he e-touez ar gwez-meurta a oa er foñs; war e lerc'h e oa kezeg rous, brizhek ha gwenn.


Gwelout a ris an neñv digor ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a zo galvet Feal ha Gwirion. Gant reizhder e varn hag e stourm.


Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.


Me a sellas ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur wareg, roet e voe dezhañ ur gurunenn, hag ez eas kuit evel un trec’her evit trec’hiñ.


Me a sellas ha setu, ur marc’h drouklivet en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a oa anvet ar marv, ha lec’h ar marv a gerzhe d’e heul. Ar galloud a oa roet dezho war ar bedervet lodenn eus an douar evit lakaat an dud da vervel dre ar c’hleze, dre an naonegezh, dre ar varvelezh ha dre loened gwez an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos