Yev va direizhderioù a zo ereet gant e zorn. Gweadennet int, hag e pouezont war va gouzoug. Torret en deus va nerzh, an AOTROU en deus va lakaet etre daouarn na c'hellan ket stourm outo.
hag a lavar: Pegoulz e vo tremenet al loar nevez, ma werzhimp hon ed? Pegoulz e vo tremenet ar sabad, ma tigorimp hor solieroù? Bihanaat a raimp an efa hag e kreskimp ar sikl, hag e falsimp ar balañsoù evit touellañ,
o virout ouzhimp da gomz d’ar baganed evit ma vint salvet, hag o leuniañ dre-se bepred muioc’h muzul o fec’hedoù. Met fulor Doue a zo deuet warno a-benn ar fin.