4 Hag e komzis o lavarout d'an ael a gomze ouzhin: Petra eo an traoù-se, va aotrou?
Neuze Zorobabel mab Salatiel ha Jezua mab Jozadak a savas, hag en em adlakajont da sevel ti Doue a zo e Jeruzalem; ha ganto e oa profeded Doue, ouzh o skoazell.
Hag e klevis met ne gomprenis ket. Neuze e lavaris: Va aotrou, petra a vo diwezh an traoù-se?
Hag e lavaris d'an ael a gomze ouzhin: Petra eo ar re-se? Hag e lavaras din: Ar re-se eo ar c'herniel o deus stlabezet Juda, Israel ha Jeruzalem.
Lavarout a ris: Va Aotrou, piv int? Hag an ael a gomze ouzhin a lavaras din: Mont a ran da ziskouez dit petra eo an traoù-se.
An ael a gomze ouzhin a respontas o lavarout din: Ha n'ouzout ket petra eo an traoù-se? Hag e lavaris: Nann, va aotrou.
Hag e lavaris: Petra eo? Respont a reas: Un efa eo oc'h en em ziskouez. Lavarout a reas c'hoazh: O doare oc'h en em ziskouez en holl vro eo.
Neuze e komzis hag e lavaris d'an ael a gomze ouzhin: Petra eo ar re-se, va aotrou?
Neuze Jezuz, o vezañ kaset kuit ar bobl, a zeuas en ti. E ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park.