Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 12:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Ha pennoù Juda a lavaro en o c'halon: Tud Jeruzalem a zo hon nerzh dre AOTROU an armeoù, o Doue.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 12:5
28 Referencias Cruzadas  

Salm David. Benniget ra vo an AOTROU, va roc'h, a zoare va daouarn d'ar brezel ha va bizied d'an emgann,


Rak piv a zo Doue, nemet an AOTROU, ha piv a zo ur roc'h, nemet hon Doue?


Skeiñ a ran anezho ha ne c'hellont ket adsevel, kouezhañ a reont dindan va zreid.


D'ar mestr-kaner; kanaouenn mibien Kora; war "Alamod".


Selaouit komz an AOTROU, pennoù Sodom! Roit ho skouarn da lezenn hon Doue, pobl Gomora!


da briñsed a zo disent ha kenseurted laeron; holl e karont an donezonoù hag e redont war-lerc'h ar goproù, ne roont ket e wir d'an emzivad, kaoz an intañvez ne zeu ket betek enno.


Adlakaat a rin da varnerien evel ma oant gwechall, ha da guzulierien evel er penn-kentañ. Goude-se e vi galvet kêr ar reizhder, keoded feal.


En deiz-se e vo AOTROU an armeoù ur gurunenn skedus hag un talgen a c'hloar evit an nemorant eus e bobl,


ur spered a varnedigezh evit an hini a zo azezet war gador ar varnedigezh, hag un nerzh evit ar re a gas en-dro an enebour o stourm outo ouzh an nor.


Rak an AOTROU en deus skuilhet warnoc'h ur spered a vorgousk, serret en deus ho taoulagad, lakaet en deus ur ouel war ar brofeded, war ar renerien, war an diouganerien.


Setu, ur roue a reno hervez ar reizhder, ha priñsed a c'houarno gant eeunder.


Lavaret e vo ac'hanon: Ar reizhder hag an nerzh a zo d'an AOTROU hepken. Dezhañ e teuio, mezhekaet, ar re holl a oa kounnaret outañ.


E-lec'h arem e lakain aour da zont, e-lec'h houarn e lakain arc'hant da zont, e-lec'h koad arem, e-lec'h mein houarn. Hag e roin dit ar peoc'h da c'houarnour hag ar reizhder da rener.


E renerien a vo kemeret en o zouez, hag e benn-bras a zeuio eus e greiz. Lakaat a rin anezhañ da dostaat, hag e teuio etrezek ennon. Rak piv eo an hini a lakaio, drezañ e-unan, e galon da dostaat ouzhin? eme an AOTROU.


e taolin ivez kuit lignez Jakob ha David va servijer, evit tremen hep kemer eus e lignez ar re a reno war lignez Abraham, Izaak ha Jakob. Rak o re zalc'het a zegasin en-dro, hag em bo truez outo.


An AOTROU a yudo eus Sion, hag e vo klevet e vouezh eus Jeruzalem. An neñvoù hag an douar a vo brañsellet, met an AOTROU a vo ur vodenn evit e bobl hag an nerzh evit mibien Israel.


O nerzhañ a rin en AOTROU, hag e kerzhint en e anv, eme an AOTROU.


Kreñvaat a rin ti Juda, saveteiñ a rin ti Jozef, hag o adlakain, rak truez am eus outo. Hag e vint evel ma ne'm bije ket o zaolet kuit, rak me a zo an AOTROU o Doue, ha me o selaouo.


En deiz-se, eme an AOTROU, e skoin gant spont war an holl gezeg, ha gant follentez war o marc'hegerien. Va daoulagad a vo digor war di Juda, hag e skoin gant dallentez war holl gezeg ar pobloù.


En deiz-se e rin ma vo pennoù Juda evel un oaled entanet e-touez koad, evel ur flammerenn tan e-touez malanoù. Lonkañ a raint a-zehou hag a-gleiz an holl bobloù tro-dro, ha Jeruzalem a chomo en he lec'h, e Jeruzalem.


Juda ivez a stourmo e Jeruzalem, hag e vo dastumet pinvidigezhioù an holl vroadoù tro-dro, aour, arc'hant ha dilhad e niver gwall vras.


Va c'halon a zo da renerien Israel, d'ar re o deus diskouezet bolontez vat e-touez ar bobl. Bennigit an AOTROU!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos