Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




S. Jud 1:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Re garet-mat, c’hoant bras am boa da skrivañ diwar-benn hor silvidigezh kumun, hag em eus soñjet e oa ret din henn ober evit hoc’h aspediñ da stourm evit ar feiz a zo bet roet d’ar sent ur wech evit mat.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Breudeur muia‐karet, o veza ma em boa eur c’hoant braz da scriva deoc’h divarben ar zilvidigez a zo commun etrezomp, em euz sonjet e oa red d’in hen ober, evit hoc’h exhorti da gombatti evit ar feiz a zo bet roet eur vech d’ar zent.

Ver Capítulo Copiar




S. Jud 1:3
44 Referencias Cruzadas  

Gourdrouz a ris anezho, hag o milligis, hag e skois war hiniennoù, hag e tennis o blev dezho, hag o lakais da douiñ dre Zoue: Na roit ket ho merc'hed d'o mibien, na gemerit ket o merc'hed evit ho mibien nag evidoc'h.


Israel a zo salvet dre an AOTROU, gant ur silvidigezh peurbadus. Ne viot na mezhek na pinous, biken.


Troit ouzhin hag e viot salvet, c'hwi holl pennoù an douar, rak me a zo Doue ha n'eus ket unan all.


Stegnañ a reont o zeod evel ur wareg evit ar gaou. N'eo ket evit ar wirionez ez int galloudus er vro, rak mont a reont eus drougiezh da zrougiezh, ha n'anavezont ket ac'hanon, eme an AOTROU.


o tisplegañ hag o tiskenn penaos e oa ret d’ar C’hrist gouzañv hag adsevel a-douez ar re varv, hag o lavarout: Ar C’hrist-se eo Jezuz a brezegan deoc’h.


rak kendrec’hiñ a rae gant nerzh ar Yuzevien dirak an holl, o prouiñ dre ar Skriturioù ez eo Jezuz ar C’hrist.


rak disklêriet em eus deoc’h holl guzul Doue, hep kuzhat netra.


Gouezit eta penaos ar silvidigezh a Zoue a zo kaset d’ar baganed hag int a selaouo.


N’eus silvidigezh en hini all ebet, rak n’eus dindan an neñv anv all ebet a vefe bet roet e-touez an dud, a dlefemp bezañ salvet drezañ.


Ger Doue en em skuilhe, niver an diskibien a greske kalz e Jeruzalem hag un niver bras eus ar veleien a sente ouzh ar feiz.


Ananiaz a respontas: Aotrou, klevet em eus digant meur a hini pegement a zroug en deus graet an den-se da’z sent e Jeruzalem,


Koulskoude Saol en em greñvae muioc’h-muiañ hag e vezhekae ar Yuzevien a chome e Damask, o prouiñ dezho piv eo ar C’hrist.


Kelennet em eus deoc’h da gentañ ar pezh am eus ivez resevet, penaos Krist a zo marvet evit hor pec’hedoù hervez ar Skriturioù,


Ne fellas ket deomp plegañ ur pennadig hepken dezho, evit ma vije kendalc’het ar wirionez eus an Aviel en ho touez.


N’eus ken na Yuzev na Gresian, n’eus ken na sklavour na den frank, n’eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc’h unan e Jezuz-Krist.


Gwelit pebezh lizherennoù bras am eus skrivet deoc’h gant va dorn va-unan.


Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, d’ar sent a zo en Efez ha d’ar feizidi e Krist Jezuz:


Evel-se e tilami ar gwad didamall eus da greiz, en ur ober ar pezh a zo reizh dirak daoulagad an AOTROU.


An AOTROU a roas din an div daolenn vaen, skrivet gant biz Doue, ha warno e oa an holl gomzoù en doa lavaret an AOTROU war ar menez a-greiz an tan, da zeiz ar vodadeg.


Paol ha Timote, servijerien Jezuz-Krist, d’an holl sent e Jezuz-Krist a zo e Filipi, d’an eskibien ha d’an diagoned:


Lakait evezh hepken d’en em ren en un doare dellezek eus Aviel Krist, evit, pe e teuin d’ho kwelout pe e vin ezvezant, ma klevin lavarout ac’hanoc’h e talc’hit start en un hevelep spered da stourm gant un hevelep ene evit feiz an Aviel,


d’ar sent ha d’ar vreudeur feal e Krist a zo e Kolose: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist!


Petra bennak ma hor boa gouzañvet poanioù diagent ha resevet dismegañsoù e Filipi, evel ma ouzoc’h, hon eus kemeret hardizhegezh en hon Doue evit prezeg deoc’h Aviel Doue e-kreiz stourmoù bras.


Ar gourc’hemenn-mañ a roan dit, va mab Timote, hervez ar profediezhoù a zo bet graet diaraok diwar da benn, ma stourmi hervez ar profediezhoù-se ar stourm mat,


Stourm ar stourm mat eus ar feiz, krog er vuhez peurbadus ez out bet galvet dezhi, hag ec’h eus graet eviti un anzavadenn gaer dirak kalz a destoù.


Dalc’h er feiz hag er garantez a zo e Jezuz-Krist ar skouer eus ar gerioù yac’h ac’h eus klevet diganin.


da Dit, va gwir vab en hor feiz kumun: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist hor Salver!


Breudeur, ho pediñ a ran da c’houzañv ar ger-mañ a ali, rak skrivet em eus deoc’h e nebeut a c’herioù.


Koulskoude, re garet-mat, e c’hortozomp diganeoc’h traoù gwelloc’h hag a sell ouzh ar silvidigezh, petra bennak ma komzomp evel-se.


Berr a-walc’h em eus skrivet deoc’h dre Silvan, ur breur feal a gav din, evit aliañ ac’hanoc’h hag asurañ ac’hanoc’h penaos eo hounnezh gwir c’hras Doue, an hini e chomit start enni.


Simon-Pêr, servijer hag abostol Jezuz-Krist, d’ar re o deus resevet da lod ur feiz ken prizius hag hon hini, dre reizhder hon Doue ha Salver Jezuz-Krist:


Rak gwelloc’h e vefe bet dezho na anavezjent ket hent ar reizhder, eget goude bezañ e anavezet distreiñ diouzh ar gourc’hemenn santel a oa bet roet dezho.


Jud, servijer Jezuz-Krist ha breur Jakez, d’ar re a zo bet galvet e Doue an Tad, a zo bet santelaet hag a zo bet miret evit Jezuz-Krist:


Met c’hwi, re garet-mat, ho pet soñj eus an traoù a zo bet rak-lavaret gant ebestel hon Aotrou Jezuz-Krist.


Met c’hwi, re garet-mat, en em savit hoc’h-unan war ho feiz santel-meurbet ha pedit dre ar Spered-Santel,


Trec’het o deus anezhañ dre wad an Oan ha dre ar ger o deus rentet testeni drezañ, ha n’o deus ket karet o buhez en tu all d’ar marv.


Na’z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c’houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac’hanoc’h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos