Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sofonia 3:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 En amzer-se ho lakaat a rin da zistreiñ, en amzer-se ho tastum a rin, rak ho lakaat a rin da gaout brud ha meuleudi e-touez holl bobloù an douar, pa zistroin hoc'h harluidi dirak ho taoulagad, eme an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Sofonia 3:20
32 Referencias Cruzadas  

Ra vo o hent teñval ha risklus, ha ra redo ael an AOTROU war o lerc'h!


e roin em zi hag e-barzh va mogerioù ul lec'h hag un anv gwelloc'h eget mibien ha merc'hed, me a roio dezho un anv peurbadus na vo ket lamet kuit.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU, a zastum re stlabezet Israel: Dastum a rin ganto c'hoazh reoù all, ouzhpenn e re zastumet dija.


E-lec'h bezañ dilezet ha kasaet, hep ma vefe den o tremen drezout, me a raio ac'hanout ur veurded peurbadus, ul levenez a oad da oad.


O gouenn a vo anavezet e-touez ar broadoù, hag o diskennidi e-touez ar pobloù. Ar re holl o gwelo a anavezo anezho evit ur ouenn benniget gant an AOTROU.


Anvet e vint: ar bobl santel, dasprenidi an AOTROU, ha te a vo anvet: an hini glasket, ar gêr n'eo ket dilezet.


ha na roit ket diskuizh dezhañ ken n'en devo adsavet Jeruzalem, ken n'en devo graet anezhi ur veuleudi war an douar.


Rak evel ma pado dirazon an neñvoù nevez hag an douar nevez emaon o krouiñ, eme an AOTROU, evel-se e pado ho lignez hag hoc'h anv.


Hag e tastumin an nemorant eus va deñved, eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, hag o degasin en-dro d'o feurvan, hag e vint frouezhus hag e liesaint.


Rak en em lakain da vezañ kavet ganeoc'h, eme an AOTROU, hag e tegasin en-dro ho re zalc'het, ho tastumin a-douez an holl vroadoù hag eus an holl lec'hioù ma em bo ho kaset kuit, eme an AOTROU, hag ho tegasin en-dro d'al lec'h am boa ho harluet diwarnañ.


Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma tegasin en-dro re zalc'het va fobl Israel ha Juda, eme an AOTROU, hag e rin dezho distreiñ d'ar vro am boa roet d'o zadoù, hag e perc'hennint anezhi.


Hag ar gêr-mañ a vo evidon un abeg a levenez, a veuleudi hag a c'hloar, dirak holl vroadoù an douar, a anavezo an holl vadoberoù a rin dezho, hag a vo spouronet ha spontet eus an holl vadoberoù hag an holl verzh a roin dezho.


Me a zegaso en-dro o re zalc'het, re zalc'het Sodom hag he merc'hed, re zalc'het Samaria hag he merc'hed, hag ivez re zalc'het eus da zalc'hidigezh e-touez o re,


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Pa em bo dastumet ti Israel a-douez ar pobloù m'emaint strewet enno, e vin santelaet drezo dirak daoulagad ar broadoù, hag e vint o chom en o bro am eus roet da'm servijer Jakob.


Klask a rin an hini gollet, degas a rin en-dro an hini zianket, pakañ a rin an hini dorret hec'h ezel, nerzhañ a rin an hini glañv, met e tistrujin ar re lart ha nerzhus. O feuriñ a rin gant skiant.


Profediñ a ri hag e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu e tigorin ho pezioù, hag e tennin ac'hanoc'h er-maez eus ho pezioù, va fobl, hag e tegasin ac'hanoc'h da zouar Israel.


Lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, emaon o vont da gemer mibien Israel a-douez ar broadoù ma'z int aet, o dastum a rin a bep tu, hag o degasin en o bro.


Holl dud ar vro a vezio anezho, hag e vo brud a gement-se, d'an deiz ma vo roet gloar din, eme an Aotrou AOTROU.


Hag e ouezint ez on me an AOTROU o Doue, pa em bo o degaset d'o bro hep ma chomo hini anezho war-lerc'h, goude ma'z int aet en harlu.


Rak setu, en deizioù-se hag en amzer-se, pa lakain da zistreiñ harluidi Juda ha Jeruzalem,


Hag e lakain da zistreiñ harluidi va fobl Israel, hag e savint ar c'hêrioù gwastet hag e chomint enno, hag e plantint gwini, hag ec'h evint gwin diouto, hag e raint liorzhoù, hag e tebrint frouezh diouto.


Da zastum a rin holl, Jakob! Dastum a rin nemorant Israel, hag ho tastumin evel deñved ur park, evel un tropell e-kreiz e beurvan. Bez' e vo un trouz bras eus an engroez a dud.


hag e rin un nemorant gant ar re gamm, hag ur vroad c'halloudus gant ar re a zo bet pellaet; hag an AOTROU a reno warno, war venez Sion, a-dal neuze ha da viken.


Hag e vo an aodoù-mañ evit nemorant ti Juda, eno e peurint. D'an abardaez e tiskuizhint e tiez Askelon, rak an AOTROU o Doue o gweladenno hag a zegaso en-dro o sklaved.


Setu, en amzer-se em bo d'ober gant da holl waskerien. Dieubiñ a rin ar gammed, dastum a rin a re a zo bet kaset kuit. Hag e rin anezho un abeg a veuleudi hag a enor en holl vroioù ma'z int bet dismegañset enno.


Hag evel ma oac'h ur vallozh e-touez ar broadoù, ti Juda hag Israel, evel-se e savetein ac'hanoc'h hag e viot ur vennozh. N'ho pet ket aon, ha ra gennerzho ho taouarn!


O lakaat a rin da zont, hag e vint o chom e-kreiz Jeruzalem, hag e vint va fobl hag e vin o Doue, e gwirionez hag e reizhder.


An holl vroadoù a lavaro ez oc'h eürus, rak c'hwi a vo ur vro a levenez, eme AOTROU an armeoù.


Hag an AOTROU en deus lakaet ac'hanout da lavarout hiziv e vi dezhañ ur bobl ispisial, evel m'en deus lavaret dit, hag e viri e holl c'hourc'hemennoù,


hag e lakaio ac'hanout dreist an holl bobloù en deus graet, e meuleudi, anv ha gloar, hag e vi ur bobl santelaet d'an AOTROU da Zoue, evel m'en deus lavaret.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos