Hag e tastumin an nemorant eus va deñved, eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, hag o degasin en-dro d'o feurvan, hag e vint frouezhus hag e liesaint.
Hentoù Sion a zo e kañv, rak den ne zeu ken d'ar gouelioù. Hec’h holl zorojoù a zo didud, hec'h aberzhourien a huanad. He gwerc'hezed a zo glac’haret, hag hi a zo leuniet a c'hwervoni.
En deizioù he glac'har hag he c'hantreadeg, Jeruzalem he deus bet soñj eus an holl draoù plijus he doa bet adalek an deizioù kozh. Pa'z eo kouezhet he fobl dre zorn an enebour, ne voe den ebet d'he sikour. Hec'h enebourien o deus he gwelet, hag o deus graet goap eus he deizioù sabad.
O zennañ a rin a-douez ar pobloù, o dastum a rin a-douez ar broioù, o degas a rin d'o bro en-dro, hag o lakain da beuriñ war menezioù Israel, war vord ar gwazhioù-dour, en holl lec'hioù annezet ar vro.
An AOTROU a lavaras dezhañ: Kae dre greiz kêr, dre greiz Jeruzalem, hag e ri ur merk war dal an dud a hirvoud hag a huanad en abeg d'an holl euzhusterioù a vez graet en he c'hreiz.
En amzer-se ho lakaat a rin da zistreiñ, en amzer-se ho tastum a rin, rak ho lakaat a rin da gaout brud ha meuleudi e-touez holl bobloù an douar, pa zistroin hoc'h harluidi dirak ho taoulagad, eme an AOTROU.