Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 9:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Petra a lavarimp eta? Ha bez’ ez eus direizhder e Doue? N’eo ket!

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Petra eta a livirimp‐ni? Ha bez’ a zo injustis en Doue? E feçon e‐bed.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 9:14
18 Referencias Cruzadas  

Ne c'hoarvezo ket e ri un hevelep tra, ma lakafes da vervel an den reizh gant an den fallakr, e doare ma vefe kemeret an den reizh evel an den fallakr. Nann, ne ri ket! An hini a varn an douar holl, ha ne raio ket hervez ar reizhder?


Bremañ ra vo doujañs an AOTROU warnoc'h. Taolit evezh ouzh ar pezh a reot, rak n'eus ket a zireizhder en AOTROU hon Doue, ne ra van eus diavaez an den, nag eus degemeridigezh a brofoù.


Hag ec'h eus soñjet emañ ar gwir ganit p'ec'h eus lavaret: Me a zo reizh dirak Doue,


Doue, hag e tiskarfe ar varnedigezh? An Holl-C'halloudeg, hag e tiskarfe ar reizhder?


An AOTROU a zo reizh en e holl hentoù, ha leun a vadelezh en e holl oberennoù.


Dougen a raint c'hoazh frouezh er gozhni wenn, bez' e vint nerzhus ha glas,


Re reizh ez out, AOTROU, evit ma kavfen abeg ennout, koulskoude e komzin diwar-benn da varnedigezhioù. Perak e ra berzh hent ar re fall? Perak emañ e peoc'h an holl douellerien?


Dont a raio da zistrujañ ar winierien-se hag e roio ar winieg da re all. O vezañ klevet kement-se, e lavarjont: Ra ne c’hoarvezo ket-se!


Rak Doue ne ra van ebet eus diavaezioù an dud.


Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue,


Petra eta eo dreistelezh ar Yuzevien? Pe, petra eo talvoudegezh an amdroc’h?


Petra a lavarimp eta? Penaos ar baganed na glaskent ket ar reizhder, o deus kavet ur reizhder, ar reizhder a zo dre ar feiz,


Eñ eo ar roc'h, e oberoù a zo peurvat, e holl hentoù a zo ur varnedigezh, un Doue leal eo, hep direizhder, gwirion hag eeun.


Klevout a ris unan all eus kostez an aoter o lavarout: Ya, Aotrou Doue holl-c’halloudek, da varnedigezhioù a zo gwirion ha reizh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos