Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 6:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Rak ar pec’hed n’en devo ken galloud warnoc’h, dre ma n’emaoc’h ket dindan al lezenn met dindan ar c’hras.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Rag ar pec’hed n’hen devezo ket a c’halloud varnoc’h, rag n’emoc’h ket dindan al lezen, mes dindan ar c’hras.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 6:14
25 Referencias Cruzadas  

Neuze ez aio kuit eus da di, eñ hag e vibien gantañ, hag e tistroio d’e diegezh, e perc’henniezh e dadoù.


C'hoazh en devo truez ouzhimp, dindan e dreid e lakaio hor pec'hedoù. Ya, teurel a ri o holl bec'hedoù e foñs ar mor.


hag e c’hano ur mab, hag e roi dezhañ Jezuz da anv, rak eñ a saveteo e bobl eus e bec’hedoù.


Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.


Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, ar c’hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.


Mar dieub eta ar Mab ac’hanoc’h, e voit dieubet evit gwir.


Hogen mar d-eo dre c’hras, n’eo mui dre an oberoù, anez ar c’hras ne vije mui ur c’hras. Met mar d-eo dre an oberoù, n’eo mui ur c’hras, anez an oberoù ne vijent mui oberoù.


Setu perak eus ar feiz eo hon eus resevet ar c’hras, evit ma vo ar bromesa asuret d’an holl lignez, nann hepken d’an hini a zo eus al lezenn, met ivez d’an hini a zo eus feiz Abraham, eñ hag a zo hon tad deomp holl,


Rak mar dre bec’hed unan hepken en deus ar marv renet dre unan hepken, kalz muioc’h ar re a resev ar fonnder eus ar c’hras hag eus donezon ar reizhder a reno er vuhez dre unan hepken, Jezuz-Krist.


Evel-se eta, mar en deus ur pec’hed hepken talvezet ar gondaonidigezh d’an holl dud, evel-se ivez dre un ober a reizhder hepken an holl dud o deus ar reizhadur a ro ar vuhez.


Ra ne reno eta ket ar pec’hed en ho korf marvel, evit ma sentot ouzh e zroukc’hoantoù.


Petra eta? Ha pec’hiñ a raimp dre ma n’emaomp ket dindan al lezenn met dindan ar c’hras? N’eo ket!


Evel-se eta, breudeur, n’omp ket dleourien d’ar c’hig evit bevañ hervez ar c’hig.


Rak lezenn ar Spered a vuhez a zo e Jezuz-Krist en deus va dieubet eus lezenn ar pec’hed hag ar marv.


A-raok ma teuas ar feiz, e oamp serret dindan dalc’h al lezenn, e sell d’ar feiz a dlee bezañ diskuliet.


Lavarit din, c’hwi hag a fell deoc’h bezañ dindan al lezenn, ha n’intentit ket al lezenn?


Mar d-oc’h renet gant ar Spered, n’oc’h ket didan al lezenn.


a zo en em roet e-unan evit hon dasprenañ a bep direizhder hag evit hor glanaat, evel ur bobl a zo dezhañ e-unan, gredus evit an oberoù mat.


Met setu an emglev a rin gant ti Israel: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o soñjoù hag e skrivin anezho war o c’halonoù, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos