Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 16:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Erbediñ a ran deoc’h Foebe hor c’hoar, diagonez eus Iliz Kenkre,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Recommandi a ran deoc’h Phœbe, hor c’hoar, ha servicherez euz an Iliz a Genchrea;

Ver Capítulo Copiar




Romaned 16:1
10 Referencias Cruzadas  

Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c’hoar ha va mamm.


ha ne resevo adalek ar c’hantved-mañ, kant kement all, a diez, a vreudeur, a c’hoarezed, a vammoù, a vugale hag a zouaroù, gant heskinerezhioù, hag er c’hantved da zont, ar vuhez peurbadus.


Janed gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoù all en sikoure gant o madoù.


Paol, goude bezañ c’hoazh chomet e Korint pell a-walc’h, a gimiadas diouzh ar vreudeur hag a yeas dre vor war-zu Siria gant Prisilha hag Akilaz. E Kenkre e lakaas e vlev da vezañ troc’het rak graet en doa ur gouestl.


Hag en em lakaat a reomp a-nevez d’en em veuliñ hon-unan pe ezhomm hon eus, evel hiniennoù, eus lizhiri-erbediñ evidoc’h pe eus ho perzh?


ar gwragez oadet evel mammoù, ar re yaouank evel c’hoarezed, e pep purentez.


d’hor c’haret-mat Apfia, da Arkipuz hor c’henvrezelour, ha d’an Iliz a zo en da di:


Ma’z emañ ur breur pe ur c’hoar en noazh, ha ma vank dezho ar boued pemdeziek,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos