Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 15:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Rak ne gredfen komz eus netra ha na vefe bet graet drezon gant Krist evit degas ar baganed d’ar sentidigezh, dre ar ger ha dre an oberoù,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

18 Rag na gredfen komz a netra, ha ne vez bet great dreizoun gant ar C’hrist, dre ar gomz ha dre an oberou, evit lakaad ar Jentiled da zenti outhan;

Ver Capítulo Copiar




Romaned 15:18
28 Referencias Cruzadas  

Un den o fougeal e gaou eus e vadelezh, a zo evel ar c'houmoul hag an avel hep glav.


Neuze an hini en doa resevet ar pemp talant a yeas, o lakaas da dalvezout hag a c’hounezas pemp talant all.


Int a yeas kuit hag a brezegas dre holl, an Aotrou a laboure ganto hag a roe kred d’ar ger dre ar mirakloù a heulie. Amen.


Pa voent erruet, e tastumjont an Iliz hag e kontjont an holl draoù en doa Doue graet ganto ha penaos en doa digoret d’ar broadoù dor ar feiz.


An holl vodadenn a davas hag e selaouent Barnabaz ha Paol o kontañ pebezh mirakloù ha pebezh burzhudoù en doa Doue graet drezo e-touez ar baganed.


O vezañ erruet e Jeruzalem, e voent degemeret gant an Iliz, gant an ebestel ha gant an henaourien, hag e rojont da anavezout an holl draoù en doa Doue graet ganto.


Goude bezañ o saludet, e kontas dezho dre ar munud kement en doa graet Doue e-touez ar baganed dre e vinistrerezh.


met d’ar re a zo e Damask da gentañ, hag e Jeruzalem hag en holl Judea ha d’ar baganed, prezeget em eus da gaout keuz ha da zistreiñ ouzh Doue, oc’h ober traoù dereat eus ar geuzidigezh.


hon eus resevet drezañ ar c’hras hag an abostolerezh evit degas d’ar sentidigezh ouzh ar feiz en e anv an holl baganed,


met a zo bremañ diskouezet dre skridoù ar brofeded hervez urzh an Doue peurbadus hag a zo prezeget d’an holl vroadoù evit ma sentint ouzh ar feiz,


Met grasoù ra vo roet da Zoue, goude bezañ bet sklavourien d’ar pec’hed, hoc’h eus sentet a galon ouzh reolenn a gelennadurezh oc’h bet roet dezhi.


An Doue ha Tad eus hon Aotrou Jezuz-Krist, benniget ra vo da virviken, a oar ne lavaran ket a c’hevier.


Ma fellfe din en em reiñ gloar, ne vefen ket diskiant rak ne lavarfen nemet ar wirionez, met en em virout a ran evit na veulo den ac’hanon en tu all d’ar pezh a wel ennon pe d’ar pezh a glev diganin.


N’eo ket e vefemp barrek ac’hanomp hon-unan da soñjal un dra bennak evel pa deufe ac’hanomp, met hor galloud a zeu eus Doue.


Pa’z eo gwir eta e labouromp asambles, e pedomp start ac’hanoc’h na zegemerot ket gras Doue en aner,


rak an hini en deus labouret e Pêr evit e lakaat da abostol an amdroc’hidi en deus ivez labouret ennon evit ar baganed,


Petra bennak ma reot, dre gomz pe dre ober, grit holl en anv an Aotrou Jezuz, o trugarekaat drezañ Doue an Tad.


ra frealzo ho kalonoù ha ra greñvaio ac’hanoc’h e pep ger mat hag e pep oberenn vat.


Dre ar feiz Abraham, pa voe galvet, a sentas evit mont d’ar vro a dlee kaout da hêrezh hag a yeas kuit, hep anavezout pelec’h ez ae.


Bet lakaet da vezañ peurvat, eo deuet da vezañ an oberour eus ur silvidigezh peurbadus evit ar re holl a sent outañ,


Bezit oberourien eus ar ger, ha na vezit ket selaouerien hepken oc’h en em dromplañ hoc’h-unan dre arguzennoù fals.


Va bugale vihan, na garomp ket gant komzoù ha gant an teod, met en oberoù hag e gwirionez.


Hogen Mikael an arc’hael, pa stourme a-enep an diaoul diwar-benn korf Moizez, ne gredas ket dougen un tamall a vallozh, met lavarout a reas: Ra c’hourdrouzo an Aotrou ac’hanout!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos