Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 14:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Mar bevomp, e vevomp evit an Aotrou, ha mar marvomp, e varvomp evit an Aotrou. Pe eta e vevomp, pe e varvomp, ez omp d’an Aotrou.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Mar bevomp, evit an Aotrou eo e vevomp; ha mar marvomp, evit an Aotrou eo e varvomp; evel‐se ’ta, daoust pe beva, pe vervel a reomp, ez omp d’an Aotrou.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 14:8
13 Referencias Cruzadas  

Rak Doue n’eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev, rak an holl a vev evitañ.


Lavarout a reas kement-se evit merkañ dre beseurt marv e roje gloar da Zoue. Ha goude bezañ komzet evel-se, e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon.


Ha David, goude bezañ servijet en e amzer da ziviz Doue, a zo marv, a zo bet lakaet gant e dadoù hag en deus gwelet ar vreinadurezh.


Met n’en em lakaan e poan eus netra ha va buhez n’eo ket prizius din, gant ma peurechuin gant levenez va redadenn hag ar ministrerezh am eus resevet digant an Aotrou Jezuz evit prezeg an Aviel eus gras Doue.


Met Paol a respontas: Petra a rit o ouelañ hag o c’hlac’hariñ va c’halon? Rak me a zo prest nann hepken da vezañ ereet, met ivez da vervel e Jeruzalem evit anv an Aotrou Jezuz.


met pep hini en e renk e-unan. Krist a zo ar frouezh kentañ, ha goude ar re a zo da Grist d’e zonedigezh.


hervez va gortoz start ha va esperañs, penaos ne’m bo mezhegezh e netra, met penaos en holl fiziañs e vo rentet gloar da Grist em c’horf c’hoazh bremañ evel bepred, pe dre va buhez pe dre va marv.


Ha zoken ma’z on skuilhet war an aberzh hag ar servij eus ho feiz, em eus levenez a gement-se, hag en em laouenaan ganeoc’h holl.


Rak bet eo tost d’ar marv evit labour Krist, o vezañ risklet e vuhez evit sikour ac’hanon er servij na c’hellec’h ket reiñ din hoc’h-unan.


eñ hag a zo bet marvet evidomp, evit, pe e veilhimp pe e kouskimp, ma vevimp asambles gantañ.


Klevout a ris ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Skriv: Eürus diwar vremañ ar re varv hag a varv en Aotrou. Ya, eme ar Spered, evit ma tiskuizhint eus o labourioù, rak o oberoù a heuilh anezho.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos