Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 12:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 N’en em veñjit ket hoc’h-unan, re garet-mat, met lezit ar gounnar d’ober, rak skrivet eo: Din-me eo ar veñjañs, me eo a rento, eme an Aotrou.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 N’en em venjit ket hoc’h‐unan, va breudeur muia‐karet, mes lezit ar goler a Zoue da ober kement‐se; rag scrivet eo: Ar venjans a zo d’in‐me; me he rento, eme an Aotrou.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 12:19
24 Referencias Cruzadas  

Na lavar ket: Rentañ a rin an droug, met gortoz an AOTROU hag ez tieubo.


Na lavar ket: Ober a rin dezhañ evel m'en deus graet din, reiñ a rin d'an den-se hervez e oberoù.


Setu perak evel-henn e komz an AOTROU: Setu e tifennin da gaoz ha da veñjiñ a rin; disec'hañ a rin he mor hag e lakain he mammenn da hesk.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Peogwir eo en em roet Edom d'ar veñjañs e-keñver ti Juda, ha deuet kablus oc'h en em veñjiñ warno,


N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.


Met me a lavar deoc’h: Na enebit ket ouzh an hini drouk. D’an hini a sko ac’hanout war ar jod dehou, tro eben outañ.


Bennigit ar re a heskin ac’hanoc’h, bennigit ha na villigit ket.


Na rentit da zen droug evit droug. En em stagit ouzh ar pezh a zo onest dirak an holl dud.


Servijer Doue eo evit da vad. Met mar rez an droug, az pez aon, rak ne zoug ket ar c’hleze evit netra, met servijer Doue eo evit veñjiñ en ur gastizañ an hini a ra an droug.


ha na roit ket digor d’an diaoul.


Din-me eo ar veñjañs ha me a rento, pa vrañsello o zroad! Rak deiz o foanioù a zo tost, hag hastañ a ra an traoù a dle c'hoarvezout.


Broadoù, laouenait gant e bobl! Rak e veñjo gwad e servijerien, e tenno veñjañs eus e enebourien, hag e raio dic'haou evit e zouar hag evit e bobl.


ra chomo pep hini hep touellañ pe droukc’hoantaat e vreur en aferioù, rak an Aotrou eo ar veñjer eus an holl draoù-se evel ma hon eus henn lavaret hag henn testeniet deoc’h.


Aleksandr, an hini a labour ar c’houevr, en deus graet kalz a zroug din. An Aotrou a rento dezhañ hervez e oberoù.


Rak anavezout a reomp an hini en deus lavaret: Din-me eo ar veñjañs, me a rento tra evit tra, eme an Aotrou; ha c’hoazh: An Aotrou a varno e bobl.


Bremañ va aotrou, an AOTROU a zo bev ha da ene a zo bev! An AOTROU en deus harzet ouzhit da skuilhañ ar gwad ha d'en em veñjiñ gant da zorn da-unan. Ha ra vo da enebourien hag ar re a glask noazout d'an aotrou evel Nabal.


Benniget ra vo da skiant vat, ha benniget ra vi da-unan, te ac'h eus harzet ouzhin hiziv da skuilhañ gwad ha d'en em veñjiñ dre va dorn va-unan!


Ha David a lavaras: An AOTROU a zo bev! An AOTROU e-unan a skoio warnañ, pe e teuio e zeiz hag e varvo, pe ez aio d'ar brezel hag e yelo da get,


met ra viro an AOTROU ac'hanon da lakaat va dorn war olevad an AOTROU! Met kemer bremañ mar plij ar goaf a zo e-kichen e benn hag ar pod dour, ha deomp kuit.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos