Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 12:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Na rentit da zen droug evit droug. En em stagit ouzh ar pezh a zo onest dirak an holl dud.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Na rentit da zen an droug evit an droug; en em stagit ouz ar pez a zo mad dirag an holl dud.

Ver Capítulo Copiar




Romaned 12:17
22 Referencias Cruzadas  

Jozef a c'hourc'hemennas leuniañ o seier gant gwinizh, lakaat arc'hant pep hini en e sac'h ha reiñ dezho pourvezioù evit an hent. Ar pezh a voe graet.


Na lavar ket: Rentañ a rin an droug, met gortoz an AOTROU hag ez tieubo.


Na lavar ket: Ober a rin dezhañ evel m'en deus graet din, reiñ a rin d'an den-se hervez e oberoù.


lez eno da brof dirak an aoter ha kae da gentañ d’en em unvaniñ gant da vreur. Ha goude-se, deus ha kinnig da brof.


Met me a lavar deoc’h: Na enebit ket ouzh an hini drouk. D’an hini a sko ac’hanout war ar jod dehou, tro eben outañ.


N’en em veñjit ket hoc’h-unan, re garet-mat, met lezit ar gounnar d’ober, rak skrivet eo: Din-me eo ar veñjañs, me eo a rento, eme an Aotrou.


Ra ne vo ket droukkomzet eus ho treistelezh,


En em renit gant furnez e-keñver ar re a-ziavaez, o tasprenañ an amzer.


evit ma en em renot gant onestiz e-keñver ar re a-ziavaez ha ma n’ho po ezhomm eus tra ebet.


Diwallit na rentfe hini ebet droug evit droug, met grit bepred hervez ar mad, hag etrezoc’h hag e-keñver an holl.


En em virit diouzh pep doare a zroug.


Me a fell din eta ma timezfe ar re yaouank, m’o defe bugale, ma c’houarnfent o ziegezh, ha ma ne rofent d’an enebour lec’h ebet da zroukkomz,


oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.


o kaout ur goustiañs vat, evit ma vo mezhekaet er pezh a lavar a-enep deoc’h ar re a zeu da damall ho kundu vat e Krist, evel pa vijec’h torfedourien.


hep rentañ droug evit droug na dismegañs evit dismegañs, o vennigañ er c’hontrol, o c’houzout ez oc’h galvet da gement-se evit m’ho po ar vennozh da hêrezh.


Chom a reas eta gourvezet ouzh e dreid betek ar mintin, hag e savas a-raok ma c'helled anavezout an eil egile. Boaz a lavaras: Ra ne vo ket gouezet ez eo deuet ur vaouez war al leur.


met ra viro an AOTROU ac'hanon da lakaat va dorn war olevad an AOTROU! Met kemer bremañ mar plij ar goaf a zo e-kichen e benn hag ar pod dour, ha deomp kuit.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos