Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 7:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Pa'z aint, ec'h astennin warno va roued, o lakaat a rin da gouezhañ evel laboused an neñvoù, o c'hastizañ a rin, evel m'o deus klevet en o bodadeg.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 7:12
15 Referencias Cruzadas  

anavezit eta eo Doue a ziskar ac'hanon, hag en deus astennet e roued en-dro din.


Rak an den n'anavez ket zoken e amzer; evel ar pesked a zo kemeret er gwall roued hag al laboused a zo tapet el las, evel-se eo ereet an dud en amzer ar gwalleur, pa gouezh warno a-daol-trumm.


Setu e kasan pesketaerien niverus, eme an AOTROU, hag e pesketaint anezho. Ha goude-se e kasin chaseourien niverus, hag e chaseint anezho eus an holl venezioù hag eus an holl grec'hiennoù, hag eus faoutennoù ar reier.


Kaset em eus deoc'h va holl servijerien, ar brofeded, am eus kaset adalek ar beure, evit lavarout deoc'h: Na rit ket an dra euzhus-se a gasaan!


Astenn rin va roued warnañ, paket e vo em lasoù, kas a rin anezhañ da Vabilon e vro ar Galdeiz, met ne welo ket anezhi, hag e varvo eno.


Astenn a rin va roued warnañ, tapet e vo em antell, hag en kasin da Vabilon, e-lec'h ma varnin anezhañ evit ar pec'hedoù en deus graet em c'heñver.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn rin va roued warnout, en un niver bras a bobloù, hag e tennint ac'hanout em roued.


Efraim a vo en glac'har da zeiz ar c'hastiz. Un dra wirion a zisklêrian e-touez meuriadoù Israel.


Tamall ha kastizañ a ran ar re holl a garan. Az pez gred eta ha keuz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos