Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 2:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Hag en deiz-se, eme an AOTROU, e c'halvi ac'hanon: Va fried, ha ne c'halvi ken ac'hanon: Va Baal.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 2:16
12 Referencias Cruzadas  

E ene en em stagas ouzh Dina merc'h Jakob, hag e karas anezhi hag e komzas ouzh kalon ar plac'h yaouank.


Komzit ouzh Jeruzalem hervez he c'halon, ha youc'hit dezhi ez eo echuet hec'h amzer a vrezel, ez eo pardonet he direizhder, hag he deus bet digant dorn an AOTROU div wech ar boan eus he mankoù.


Rak da bried eo da Grouer, AOTROU an armeoù e anv, da zasprener eo Sant Israel, Doue an douar a-bezh a vo e anv.


Distroit, mibien adfeilherien, eme an AOTROU, rak me eo hoc'h ozhac'h. Ho kemer a rin, unan eus ur gêr, daou eus un tiegezh, hag ho tegasin en-dro da Sion.


Ho tegas a rin da c'houelec'h ar pobloù, hag eno ez in e barnedigezh ganeoc'h, dremm ouzh dremm.


Redek a raio war-lerc'h hec'h amourouzien, met n'o zapo ket; o c'hlask a raio, met n'o c'havo ket. Neuze e lavaro: Mont a rin hag e tistroin da gavout va gwaz kentañ, rak neuze e oan eürusoc'h eget bremañ.


An hini en deus ar wreg eo an ozhac’h. Met mignon an ozhac’h, a zo eno hag en selaou, a zo laouen bras pa glev mouezh an ozhac’h, hag al levenez-se a zo va hini ha peurvat eo.


Rak me a zo gwarizius ac’hanoc’h, gant ur warizi eus Doue, abalamour ma em eus unanet ac’hanoc’h da ur pried hepken, evit ho kinnig da Grist evel ur werc’hez c’hlan.


En em laouenaomp, diskouezomp hol levenez ha roomp gloar dezhañ, rak eured an Oan a zo deuet hag e wreg yaouank a zo en em fichet.


He den a savas hag a yeas d'he c'havout, evit komz ouzh he c'halon hag he degas gantañ. E servijer a oa gantañ, ha daou azen. Hi a lakaas anezhañ da zont e ti he zad, ha tad ar plac'h yaouank, o welout anezhañ, en degemeras gant levenez.


Hi a lavaras: Va aotrou, kavet em eus trugarez dirak da zaoulagad, rak frealzet ec'h eus ac'hanon, ha komzet ec'h eus hervez kalon da servijerez, petra bennak ma n'on ket evel unan eus da servijerezed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos