1 Setu lignez Aaron ha Moizez e deiz ma komzas an AOTROU da Voizez war Venez Sinai.
Setu amañ lignez mibien Noe, Sem, Cham ha Jafed. Bet o deus mibien goude al liñvadenn-veur.
Setu ginivelezhioù an neñvoù hag an douar pa voent krouet, en deiz ma reas an AOTROU Doue an douar hag an neñvoù.
Setu amañ levr lignez Adam. E deiz ma krouas Doue an den, ober a reas anezhañ en heñveledigezh Doue.
Setu anvioù mibien Levi hervez o lignezoù: Gershon, Kehad ha Merari. Bloavezhioù buhez Levi a voe kant seizh vloaz ha tregont.
Amram a gemeras evel gwreg Jokebed e voereb, hag e c'hanas dezhañ Aaron ha Moizez. Bloavezhioù buhez Amram a voe kant seizh vloaz ha tregont.
Ar re-se eo a gomzas ouzh Faraon roue an Ejipt, evit tennañ mibien Israel eus bro Ejipt. Ar Moizez-se hag an Aaron-se eo.
An AOTROU a gomzas da Voizez war Venez Sinai o lavarout:
Setu ar gourc’hemennoù a roas an AOTROU da Voizez evit mibien Israel war Venez Sinai.
Mibien Israel a reas evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez. Kampañ a rejont e-kichen o bannieloù, hag ez ejont pep hini hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù.
Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham.