8 Mibien Palu: Eliab.
Mibien Ruben: Hanok, Palu, Hezron, Karmi.
Setu aze tiegezhioù ar Rubeniz, ar re niveret a voe tri mil ha daou-ugent seizh kant tregont.
Mibien Eliab: Nemuel, Datan, Abiram. Datan hag Abiram eo ar re o doa galvet er vodadenn d'en em sevel a-enep Moizez hag a-enep Aaron, gant bodadeg Kora, pa en em savjont a-enep an AOTROU.