Lea a goñsevas hag a c'hanas ur mab, hag en galvas Ruben, rak lavarout a reas: An AOTROU en deus sellet ouzh va glac'har ha bremañ va ozhac'h a garo ac'hanon.
Setu mibien Ruben kentañ-ganet Israel, rak eñ a oa ar c'hentañ-ganet; met dre m'en doa saotret gwele e dad, e henañded a voe roet da vibien Jozef mab Israel; koulskoude hemañ ne oa ket evit bezañ merket el lignezouriezh evel henañ.
Mibien Ruben kentañ-ganet Israel, hervez o rummadoù, hervez o ziegezhioù, hervez tiez o zadoù, hervez niver o anvioù, an holl baotred, dre roll dud, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, an holl re a c'helle mont d'ar brezel,
Graet e vo an niveradeg, adalek an oad a ugent vloaz hag ouzhpenn, evel m'en deus gourc'hemennet an AOTROU da Voizez ha da vibien Israel aet kuit eus bro Ejipt.