Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mika 6:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Da lakaet em eus da bignat er-maez eus bro Ejipt, tennet em eus ac'hanout eus an ti sklavelezh, kaset em eus dirazout Moizez, Aaron ha Mari.

Ver Capítulo Copiar




Mika 6:4
29 Referencias Cruzadas  

Ha bez' ez eus war an douar ur vroad heñvel ouzh da bobl, heñvel ouzh Israel, a zo bet dasprenet gant Doue evit ober anezhi e bobl, evit ober dezhañ un anv, hag evit ober ez keñver hag e-keñver da vro traoù bras ha spontus, en ur gas kuit dirak da bobl ac'h eus dasprenet evidout eus an Ejipt, broadoù hag o doueoù?


Graet ec'h eus da hent er mor, da wenodennoù en doureier bras, ha da roudoù n'int ket bet anavezet.


C'hoarvezout a reas eta an deiz end-eeun, ma tennas an AOTROU mibien Israel eus bro Ejipt hervez o armeoù.


Me eo an AOTROU da Zoue, en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.


Bremañ eta, deus! Kas a rin ac'hanout da gavout Faraon hag e lakai va fobl, mibien Israel, da vont kuit eus an Ejipt.


Moizez a lavaras d'an AOTROU: O, Aotrou, n'on ket un den en defe ar gomz aezet, nag eus dec'h nag eus derc'hent-dec'h, nag abaoe ma komzez da'z servijer; rak va genoù ha va zeod a zo pounner.


Eñ eo an hini a gomzo evidout d'ar bobl, da c'henoù e vo ha te a vo evel Doue dezhañ.


Ar re-se eo a gomzas ouzh Faraon roue an Ejipt, evit tennañ mibien Israel eus bro Ejipt. Ar Moizez-se hag an Aaron-se eo.


Rak ec'h eus tennet da bobl Israel eus bro Ejipt, gant sinoù ha mirakloù, dre un dorn kreñv hag ur vrec'h astennet, ha gant spontoù bras.


Ho lakaet em eus ivez da bignat eus bro Ejipt, hag ho renet em eus daou-ugent vloaz er gouelec'h evit perc'hennañ bro an Amoreaned.


Mari hag Aaron a gomzas a-enep Moizez diwar-benn ar wreg etiopiat en doa kemeret, rak kemeret en doa ur wreg etiopiat.


Setu arsavioù mibien Israel, pa zeujont kuit eus bro Ejipt hervez o strolladoù, dindan urzh Moizez hag Aaron.


Hennezh eo an hini o zennas er-maez, oc’h ober burzhudoù ha mirakloù e bro-Ejipt, er Mor Ruz hag el lec’h distro, e-pad daou-ugent vloaz.


Dalc'h soñj ez out bet sklav e bro Ejipt, hag en deus dasprenet ac'hanout an AOTROU da Zoue, setu perak e roan dit ar gourc'hemenn-mañ hiziv.


Dalc'h soñj ez out bet sklav e bro Ejipt, hag en deus dasprenet ac'hanout an AOTROU da Zoue, setu perak e c'hourc'hemennan dit ober an traoù-se.


An AOTROU en deus ho lakaet da vont kuit eus forn houarn an Ejipt, evit bezañ dezhañ pobl e hêrezh, ar pezh ez oc'h hiziv.


Hag-eñ ez eus esaeet un doue dont da gemer e-unan ur bobl a-greiz ur bobl all dre amprouennoù, sinoù, mirakloù ha stourmadegoù, dre un dorn kreñv hag ur vrec'h astennet, ha dre spontoù bras, evel kement en deus graet an AOTROU ho Toue en Ejipt dindan ho taoulagad?


Me eo an AOTROU da Zoue, en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.


Met dre ma kar an AOTROU ac'hanoc'h ha dre ma vir al le en deus graet d'ho tadoù, en deus tennet an AOTROU ac'hanoc'h gant un dorn kreñv hag en deus dasprenet ac'hanoc'h eus an ti sklavelezh, eus dorn Faraon roue an Ejipt.


Me a bedas an AOTROU o lavarout: Aotrou AOTROU, na zistruj ket da bobl, da hêrezh, ac'h eus dasprenet gant da vraster hag ac'h eus lakaet da zont kuit eus an Ejipt gant un dorn nerzhus.


Neuze Samuel a lavaras d'ar bobl: An AOTROU eo en deus lakaet Moizez hag Aaron, eñ eo en deus graet d'ho tadoù pignat eus bro Ejipt.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos