Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mika 5:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 e lamin da skeudennoù kizellet ha da beulioù eus da greiz, ha ne stoui ken dirak labour da zaouarn,

Ver Capítulo Copiar




Mika 5:13
17 Referencias Cruzadas  

An holl idoloù a dec'ho kuit.


O bro a zo leun a idoloù, stouiñ a reont dirak labour o daouarn, dirak ar pezh o deus graet o bizied.


Evel-se e vo dic'haouet direizhder Jakob, ha setu frouezh pardon e bec'hed: lakaet e vo e poultrenn evel mein-raz holl vein an aoterioù, hag an Asheraoù ha peulioù an heol ne vint ket ken en o sav.


Deviñ a raint da diez dre an tan, hag e raint a-enep dit barnoù dirak un niver bras a vaouezed. Me a lakaio termen da'z kastaouerezh, ha ne roi ken goproù.


Skuilhañ a rin warnoc'h doureier glan, hag e viot glanaet. Ho klanaat a rin eus hoc'h holl loustoni hag eus hoc'h holl idoloù.


N'en em saotrint ken gant o idoloù, gant o euzhusterioù pe gant o holl disentidigezh, hag e tennin anezho eus o holl chomlec'hioù m'o deus pec'het enno, hag o c'hlanain. Hag e vint va fobl, hag e vin o Doue.


Ho re hag a vo en em dennet o devo soñj ac'hanon e-touez ar broadoù ma vint dalc'het enno, dre ma em bo rannet o c'halon avoultr a zo en em zistroet diouzhin, kenkoulz hag o daoulagad avoultr a zo aet war-lerc'h o idoloù. Heug o devo outo o-unan en abeg d'an droug o devo graet hag en abeg d'o holl euzhusterioù.


O c'halon a zo lodennet, hag e vint disklêriet kablus. Eñ a ziskaro o aoterioù hag a zistrujo o feulioù.


Asiria ne saveteo ket ac'hanomp, ne bignimp ken war gezeg, ne lavarimp ken da labour hon daouarn: Hon doueoù! Rak ennout eo e kav trugarez an emzivad.


Efraim a lavaro: Petra am eus d'ober c'hoazh gant an idoloù? Me a selaouo anezhañ hag a sello outañ, me a vo evitañ evel ur siprezenn c'hlas, diouzhin eo e teuio da frouezh.


Setu ar pezh a c'hourc'hemenn an AOTROU diwar da benn: Ne vo lignez ebet o tougen da anv. Lemel a rin eus ti da zoueoù ar skeudennoù kizellet hag ar re deuzet. Kempenn a rin da vez, rak deuet out da vezañ disprizet.


Astenn a rin va dorn war Juda ha war holl dud Jeruzalem, hag e lamin eus al lec'h-se ar pezh a chom eus Baal, hag anv e servijerien hag e aberzhourien,


En deiz-se e c'hoarvezo, eme AOTROU an armeoù, ma lamin eus ar vro anvioù an idoloù, ha ne vo graet ken meneg anezho. Hag e lamin ivez eus ar vro ar brofeded hag ar spered a zic'hlanded.


Ar peurrest eus an dud, ar re ne voent ket lazhet gant ar goulioù-mañ, n’o doe ket keuz eus oberoù o daouarn evit paouez da azeuliñ an diaouled hag an idoloù aour, arc’hant, arem, maen ha koad, na c’hellont na gwelout, na klevout, na kerzhout.


hag ar pemp den a oa aet evit spiañ ar vro a bignas hag a yeas tre, hag e tapjont ar skeudenn gizellet, an efod, an terafim hag ar skeudenn deuzet, e-pad ma oa an aberzhour ouzh toull an nor gant ar c'hwec'h kant den harnezet a armoù-brezel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos