Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mika 5:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 e lamin kêrioù da vro, hag e tiskarin da holl kreñvlec'hioù,

Ver Capítulo Copiar




Mika 5:11
10 Referencias Cruzadas  

Ho pro a zo glac'haret, ho kêrioù a zo kuzumet gant an tan. Emañ diavaezidi o plaouiañ war ho touaroù dindan ho taoulagad, pep tra a zo glac'haret evel goude un distruj graet gant diavaezidi.


Rak taolet ec'h eus kuit da bobl, tiegezh Jakob, dre ma'z int leun a sav-heol, a zivinourien evel ar Filistined, ha ma en em unanont da vugale an diavaezidi.


Evel-se e vo dic'haouet direizhder Jakob, ha setu frouezh pardon e bec'hed: lakaet e vo e poultrenn evel mein-raz holl vein an aoterioù, hag an Asheraoù ha peulioù an heol ne vint ket ken en o sav.


Hag e lavaris: Betek pegeit, Aotrou? Hag e respontas: Betek ma vo ar c'hêrioù glac'haret ha diannez, an tiez didud, an douar glac'haret penn-da-benn,


An Aotrou en deus distrujet, didruez, holl lec'hioù plijus Jakob. Diskaret en deus, en e fulor, kreñvlec'hioù merc'h Juda, o zaolet en deus d'an douar. Disakret en deus ar rouantelezh hag he fennoù.


Lavarout a ri: Me a bigno a-enep ar vro hep mogerioù, kouezhañ a rin war dud sioul, e surentez en o chomlec'hioù, o vezañ o chom holl hep mogerioù, hep prennoù hag hep dorojoù,


Setu perak e savo un tousmac'h e-touez da bobl, ha da holl greñvlec'hioù a vo distrujet, evel m'en deus Shalman distrujet Bet-Arbel da zeiz an emgann. Ar vamm a voe bruzunet gant ar vibien.


Ober a ra d'an distruj dont a-enep ar c'halloudeien, hag an diskar a-enep ar c'hreñvlec'hioù.


Respont a reas din o lavarout: Houmañ eo komz an AOTROU disklêriet da Zorobabel o lavarout: N'eo ket dre c'halloud na dre nerzh met dre va Spered, eme AOTROU an armeoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos