Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 5:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

37 Met ra vo ho komz, ya, ya, nann, nann. Ar pezh a lavarer ouzhpenn a zeu eus an droug.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

37 Mes ra vezo ho ker: ia, ia, nann, nann; rag kement a lavarer ouz‐pen a zeu euz an drouk‐spered.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

37 Mæs re vou hou lavar: Ia, ia, Nan, nan; rac quement a zou oh‐pen en dra‐zé e zou a zoh en droug.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 5:37
17 Referencias Cruzadas  

Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.


ar park eo ar bed; an had mat eo bugale ar rouantelezh; an dreog eo bugale an droug;


Rak eus ar galon e teu ar soñjoù fall, ar muntroù, an avoultriezh, ar gastaouerezh, al laeroñsioù, ar falstestenioù, an droukkomzoù.


Na dou ket kennebeut dre da benn, rak ne c’hellez ket lakaat ur vlevenn da vezañ gwenn pe du.


ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.


Ne bedan ket ac’hanout d’o lemel eus ar bed, met d’o diwall diouzh an droug.


Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.


Dre-se, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac’hanoc’h hervez ar wirionez d’e nesañ, rak izili omp an eil d’egile.


krogit dreist-holl skoed ar feiz da c’hellout mougañ holl daolioù loskus an hini drouk,


Na lavarit ket a c’hevier an eil d’egile, o vezañ diwisket diwarnoc’h an den kozh hag e oberoù,


Ra vo atav ho komz leun a c’hras ha temzet gant holen, en un doare da c’houzout respont da bep hini evel ma’z eo dleet.


An Aotrou a zo feal, eñ ho kreñvaio hag ho tiwallo diouzh an droug.


Dreist-holl, va breudeur, na douit na dre an neñv, na dre an douar, na dre le all ebet. Met ra vo ho ya, ya, hag ho nann, nann, gant aon na gouezhfec’h er gondaonidigezh.


Tadoù, skrivañ a ran deoc’h dre ma hoc’h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentañ. Tud yaouank, skrivañ a ran deoc’h dre ma hoc’h eus trec’het an hini drouk. Bugale vihan, skrivañ a ran deoc’h dre ma hoc’h eus anavezet an Tad.


ha ma ne vefemp ket heñvel ouzh Kain a oa eus an droug hag a lazhas e vreur. Ha perak e lazhas anezhañ? Abalamour ma oa fall e oberoù ha ma oa reizh re e vreur.


Gouzout a reomp penaos piv bennak a zo ganet a Zoue ne bec’h ket; met an hini a zo ganet a Zoue en em vir e-unan hag an droug ne stok ket ennañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos