Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 27:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 O vezañ gweet ur gurunenn spern, e lakajont anezhi war e benn, gant ur gorzenn en e zorn dehou, hag, o plegañ o glin dirazañ, e raent goap anezhañ o lavarout: Salud, Roue ar Yuzevien!

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

29 Hag o veza great eur gurunen gant spern, e lekejont anezhi var he ben, gant eur gorzen en he zorn deô, hag o plega ho glin dirazhan, e rent goab anezhan, en eur lavaret: Salud roue ar Judevien.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

29 Nezé ind e hras ur curunen spern, hé laquas arh é ben, guet ur gorzen én é zourn déheu. Ind e stouyé arh ur glin dirac‐t‐hou, hag e hré goab anehou, én ul laret: A d’oh, roué er Juived!

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 27:29
14 Referencias Cruzadas  

Ra ne vo ket mezhek ar re a esper ennout en abeg din, Aotrou, AOTROU an armeoù! Ra ne vo ket mezhek ar re a glask ac'hanout en abeg din, o Doue Israel!


Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.


Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.


O AOTROU! Va hoalet ec'h eus, hag on bet hoalet, kroget ec'h eus ennon, hag ec'h eus gounezet. Bez' ez on goapaet a-hed an deiz, pep hini a ra goap ac'hanon.


hag e lakaint anezhañ etre daouarn ar baganed evit ober goap anezhañ, evit e skourjezañ hag e groazstagañ, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.


Raktal, o tostaat ouzh Jezuz, e lavaras: Salud, Mestr! Hag e pokas dezhañ.


Lakaat a rejont a-us d’e benn abeg e gondaonidigezh dre ar skrid: HEMAÑ EO JEZUZ, ROUE AR YUZEVIEN.


Gwiskañ a rejont anezhañ gant limestra hag e lakajont war e benn ur gurunenn spern o doa gweet.


En em lakajont d’e saludiñ: Salud, Roue ar Yuzevien!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos