Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 23:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma dismantrit tiez an intañvezed hag e rit evit ar gweled pedennoù hir. Abalamour da-se e viot barnet garvoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, abalamour ma tevorit tiez an intanvezed, ha ma rit evit digarez pedennou hir; evit se e recevfot eur varnedigez vrassoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

14 Goah t’oh Scribed ha Pharisiénèd lan a gùeuïér, dré ma lonquet tiagueaheu en intanvésèd guet hou pedenneu hir: dré zé hui hou pou ur varnedigueah vrassoh.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 23:14
14 Referencias Cruzadas  

Kaset ec'h eus kuit en goullo an intañvezed, ha divrec'h an emzivaded a voe brevet.


Mar em eus tremenet hep reiñ d'ar beorien o goulenn, mar em eus lezet daoulagad an intañvez da langisañ,


Ne c'hlac'hari ket an intañvez nag an emzivad.


Setu perak en lavaran deoc’h, e deiz ar varn, e vo dousoc’h da Vro-Sodom eget dit.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.


Naered, lignez a naered-gwiber! Penaos e tec’hot diouzh kastiz ar gehenn?


a zismantr tiez an intañvezed hag a ra evit ar gweled pedennoù hir. Bez’ o devo ur varnedigezh gwashoc’h.


Met an hini n’en deus ket hec’h anavezet hag en deus graet traoù dellezek a gastiz, a vo skoet warnañ nebeutoc’h a daolioù. Goulennet e vo kalz digant an hini en deus bet kalz, hag e vo goulennet muioc’h digant an hini a zo bet fiziet kalz ennañ.


a zismantr tiez an intañvezed hag a ra evit ar gweled pedennoù hir. Bez’ o devo ur varnedigezh gwashoc’h.


En o zouez emañ ar re a ya en tiez hag a c’hounit paour-kaezh merc’hed karget a bec’hedoù, hejet gant pep seurt youloù fall,


Bez’ ez eus a dra sur, dreist-holl e-touez an amdroc’hidi, kalz a dud direizh, lavarerien aner ha touellerien.


Va breudeur, ra ne vo ket en ho touez kalz a gelennerien, rak dont a raio warnomp ur varnedigezh garvoc’h.


O daoulagad a zo leun a avoultriezh, ne baouezont ket da bec’hiñ, o klask da eren an eneoù n’int ket diazezet mat, o c’halon a zo roet d’an droukc’hoant, bez’ ez int bugale a vallozh.


Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos