Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 22:42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 o lavarout: Petra a soñjit eus ar C’hrist? Da biv eo mab? Int a lavaras dezhañ: Da Zavid.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

42 Petra a zeblant deoc’h euz ar C’hrist? Da biou ez eo mab? Int a respontaz dezhan: Da Zavid.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

42 En ul laret: Petra e chonget‐hui ag er Chrouist? De bihue é‐ma ean mab? De Zavid, e m’ind‐i.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 22:42
24 Referencias Cruzadas  

En amzer-se ec'h adsavin tabernakl David a zo kouezhet, aozañ a rin ar freuzoù ha sevel an diskaroù, hag ec'h adsavin anezhañ evel ma oa en deizioù a-wechall,


Levr lignez Jezuz-Krist, Mab David, Mab Abraham.


Ar re a oa er vag a zeuas hag a azeulas anezhañ, o lavarout: Te eo evit gwir Mab Doue.


Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet!


Jezuz a lavaras dezho: Penaos eta e c’halv David anezhañ, dre ar Spered, Aotrou, pa lavar:


Evel ma’z ae Jezuz pelloc’h, daou zen dall en heulias, o krial hag o lavarout: Az pez truez ouzhimp, Mab David!


Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.


Tomaz a respontas dezhañ: Va Aotrou ha va Doue!


Amañ n’eus na Gresian na Yuzev, na den amdroc’het na diamdroc’h, na barbar na Skutad, na sklavour na den frank, met Krist a zo holl hag en holl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos