Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 22:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Lavar deomp eta petra a soñjez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n’eo ket?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Lavar deomp eta petra a zeblant did euz an dra‐man: Ha permetet eo, pe n’hen d’eo ket, paea an taillou da Cezar?

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

17 Laret t’emb enta hou chonge ar guement‐men: Ha deliein é hrér, ya pé naren, paiein en tribut de Cesar?

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 22:17
18 Referencias Cruzadas  

Ra ouezo ar roue bremañ, ma vez ar gêr-se adsavet hag he mogerioù adlakaet, ne baeint na truajoù na tailhoù na gwirioù tremen, hag e vo ur c'holl evit teñzor ar rouaned.


Hag ivez e roomp da c'houzout deoc'h na vo na truajoù na tailhoù na gwirioù tremen war hini ebet an aberzhourien, al Levited, ar ganerien, ar borzhierien, an Netiniz hag ar servijerien eus an ti Doue-mañ.


Hag e oa ivez darn all hag a lavare: Amprestet hon eus arc'hant evit tailhoù ar roue, war hor parkeier ha war hor gwini.


Hag e ro gant fonnder d'ar rouaned ac'h eus lakaet warnomp en abeg d'hor pec'hedoù. Mestroniañ a reont hor c'horfoù hag hol loened, evel ma plij dezho, en doare ma'z omp en un enkrez bras.


Rak en em douellet hoc'h eus hoc'h-unan pa hoc'h eus va c'haset etrezek an AOTROU ho Toue o lavarout: Ped evidomp an AOTROU hon Doue, ha disklêr deomp kement a lavaro an AOTROU hon Doue, hag e raimp kement-se.


Ya, emezañ. Pa voe aet en ti, Jezuz a ziarbennas anezhañ hag a lavaras: Petra a gav dit, Simon? Rouaned an douar, digant piv e kemeront an truajoù pe ar gwirioù? Digant o mibien pe digant an diavaezidi?


Met Jezuz, oc’h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac’hanon, pilpouzed?


En amzer-se e voe embannet ul lezenn a-berzh Kezar-Aogust, evit ma vije graet ar gont eus tud ar bed holl.


Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n’eo ket?


Ar bemzekvet bloavezh eus ren Tiberiuz-Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarnour Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha bro Drakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen,


ha Jason en deus o degemeret. Int holl, enebourien da c’hourc’hemennoù Kezar, a lavar ez eus ur roue all, Jezuz.


Paol evit e zifenn a lavaras: Ne’m eus pec’het e netra, nag a-enep lezenn ar Yuzevien, nag a-enep an templ, nag a-enep Kezar.


met hon eus c’hoant da glevout ganit petra eo da soñjoù, rak diwar-benn ar sektenn-se ec’h ouzomp e komzer a-enep dezhi e pep lec’h.


Goude hennezh, en amzer an niveradeg, e savas Judaz ar Galilean, a dennas ur bobl vras war e lerc’h, met mervel a reas ivez, hag ar re holl a grede ennañ a voe stlabezet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos