Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 13:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Mevelien mestr an ti a zeuas da lavarout dezhañ: Aotrou, ha ne’c’h eus ket hadet had mat ez park? Penaos eta ez eus dreog ennañ?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

27 Mevelien ar pen‐tiegez a ieaz neuze d’hen kavout, hag a lavaraz dezhan: Aotrou, ha n’ec’h euz‐te ket hadet had mad en da bark? A be leac’h eta e teu ma’z euz ivre enhan?

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

27 Nezé méhuélion en pentiec e zas d’er havouet hag e laras dehou: Eutru, n’en dé éd mad e hoès hadet én hou parq? Perac enta é hés fall lezeu én hou mesq?

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 13:27
17 Referencias Cruzadas  

Met e-pad ma oa kousket an dud, e enebour a zeuas, a hadas dreog e-touez an ed hag a yeas kuit.


Pa voe kresket ar geot ha deuet e frouezh, neuze en em ziskouezas ivez an dreog.


Eñ a respontas dezho: Un enebour din en deus graet kement-se. Ar vevelien a lavaras dezhañ: Fellout a ra dit ec’h afemp d’e dennañ?


Rak rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den, ur penn-tiegezh, a yeas er-maez beure mat da c’hoprañ labourerien evit e winieg.


Alian a ran ac’hanoc’h, breudeur, da ziwall diouzh a re a laka dizunvaniezh hag abegoù da gouezhañ a-enep ar gelennadurezh hoc’h eus desket, ha da bellaat diouto.


Mar deu Timote, lakait evezh ma vo hep aon en ho touez, rak labourat a ra da oberenn an Aotrou eveldon va-unan.


Pa’z eo gwir eta e labouromp asambles, e pedomp start ac’hanoc’h na zegemerot ket gras Doue en aner,


met en em ziskouez a reomp en holl draoù evel servijerien Doue, en un dalc’husted vras, er glac’haroù, er poanioù, en ankenioù,


Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos