Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 11:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Neuze en em lakaas d’ober rebechoù d’ar c’hêrioù en doa graet enno an darn vuiañ eus e virakloù, abalamour ma n’o doa ket bet keuz.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 Neuze hen a gommansaz ober rebechou d’ar c’heariou en pere hen doa great an darnvuia euz he viraclou, abalamour n’ho doa ket en em gonvertisset.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

20 Nezé ean e n’hum laquas d’hobér tamalleu d’er hærieu én peré en doé groeit en darn muian ag é vurhudeu, diarben n’ind doé quet distroeit d’en Eutru Doué.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 11:20
17 Referencias Cruzadas  

Selaouet em eus ha klevet: Ne gomzont ket hervez ar reizhder, n'eus den o kaout keuz d'e zrougiezh hag o lavarout: Petra am eus graet? Holl e tistroont d'o redadenn, evel ur marc'h a zilamm d'ar brezel.


Tud Ninive a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour m’o deus bet keuz goude prezegenn Jona, ha setu, ez eus amañ brasoc’h eget Jona.


Da ziwezhañ en em ziskouezas d’an unnek evel ma oant ouzh taol hag e rebechas dezho o diskredoni ha o c’haleter a galon, abalamour n’o doa ket kredet ar re o doa e welet adsavet a varv.


Eñ a respontas dezho: O rummad diskredik, betek pegeit e vin ganeoc’h? Betek pegeit e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degasit eñ din.


Rak da glevout a reomp o lavarout traoù iskis. Ni a fell deomp eta gouzout petra eo kement-se.


hag o tistreiñ d’ho kavout, na rofe Doue din mezh en ho touez, na’m befe da ouelañ war meur a hini eus ar re o deus pec’het diagent ha n’o deus ket bet keuz eus an dic’hlanded, eus an hudurniezh hag eus ar c’hadaliezh o deus graet.


Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno digant Doue a ro d’an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.


An dud a vallozhjont Doue an neñv abalamour d’o glac’haroù ha d’o goulioù, ha n’o deus ket keuz eus o oberoù.


An dud a voe devet gant un tommder bras. An dud a vallozhjont anv Doue, an hini en deus galloud war ar goulioù-se, ha n’o deus ket keuz evit reiñ gloar dezhañ.


Roet em eus amzer dezhi evit m’he defe keuz eus he gadaliezh, met n’eo ket fellet dezhi kaout keuz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos