Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 10:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 N’ho pet ket aon eta rak int, rak n’eus netra goloet na dle bezañ dizoloet, ha netra kuzhet na dle bezañ anavezet.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

26 N’ho pezet ket eta a aoun rag‐he; rag n’euz netra a c’holoet, ha na vezo dizoloet, ha netra a guzet, ha na vezo gouezet.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

26 N’hou péhet quet enta eun a quement‐cé: n’en dès nitra goleit hemb ne vou dizoleit; nitra cuhet hemb ne vou hanàuet.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 10:26
22 Referencias Cruzadas  

An hini a gerzh en eeunder a ya e surentez, met an hini a falla e hentoù a vo dizoloet.


An hini drouk a dec'h hep ma'z eer den war e lerc'h, met an den reizh en deus fiziañs evel ul leon.


Doujañs an den a zo ur stign, met an hini a laka e fiziañs en AOTROU a vo e surentez.


Rak pep oberenn a vo derenet da varnedigezh gant Doue, diwar-benn kement a vo kuzhet, pe mat pe fall.


Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.


Na'z pez ket aon, preñvig Jakob, nemorant eus Israel, da sikour a rin, eme an AOTROU, Sant Israel eo da zasprener.


Na'z pez ket aon dirazo, rak ez on ganit evit dieubiñ ac'hanout, eme an AOTROU.


Met te, mab an den, na'z pez ket aon dirazo, na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, petra bennak ma'z out e-touez drez ha spern ha ma chomez e-touez ar c'hruged. Na'z pez ket aon dirak o c'homzoù, bez dizaon dirak o dremmoù, daoust ma'z int un ti disent.


N’ho pet ket aon dirak ar re a lazh ar c’horf ha ne c’hellont ket lazhañ an ene. Doujit kentoc’h an hini a c’hell lakaat an ene hag ar c’horf er gehenn.


Rak n’eus netra kuzhet na dle bezañ disklêriet, ha n’eus netra goloet na dle bezañ lakaet war-wel.


Ha ret eo ma vo prezeget en e anv ar geuzidigezh ha pardon ar pec’hedoù e-touez an holl vroadoù, o vont da gentañ dre Jeruzalem.


Rak n’eus netra kuzhet na dle bezañ disklêriet, ha n’eus netra goloet na dle bezañ anavezet ha lakaet war-wel.


Met resev a reot un nerzh pa zeuio ar Spered-Santel warnoc’h, hag e viot va zestoù e Jeruzalem, en holl Judea, e Samaria ha betek pennoù pellañ an douar.


O welout hardizhegezh Pêr ha Yann, hag o c’houzout e oant tud dizesk hag eus ar bobl izel, e voent souezhet. Anavezout a raent e oa bet ar re-se gant Jezuz.


Met Pêr ha Yann a respontas dezho: Barnit hag eo reizh dirak Doue sentiñ ouzhoc’h kentoc’h eget ouzh Doue,


Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.


Ha zoken pa c’houzañvfec’h evit ar reizhder, e vefec’h eürus. N’ho pet ket a aon rak ar spont o deus c’hoant da ober deoc’h ha na vezit ket nec’het,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos