Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Malaki 1:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Lavarout a rit: Pebezh skuizhder! Hag e tisprizit anezhañ, eme AOTROU an armeoù. Hag e tegasit ar pezh a zo bet laeret, ar pezh a zo kamm ha klañv, ha kement-se eo ar profadennoù a ginnigit! Hag e gemer a rin eus ho taouarn? eme an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Malaki 1:13
28 Referencias Cruzadas  

Met ar roue a lavaras da Arauna: Nann, fellout a ra din o frenañ diganit evit ur priz, ha ne ginnigin ket d'an AOTROU va Doue loskaberzhoù na goustont netra din. Evel-se e prenas David al leur hag an ejened evit hanter-kant sikl arc'hant.


Pa zeuit d'en em zerc'hel dirak va dremm, piv en deus goulennet ouzhoc'h mac'hañ va leurioù?


Gant mein lufr ar froud emañ da lod, setu aze, setu aze da rann. Dezho eo e skuilhez ivez da evadkinnig hag e roez profoù. Penaos e c'hellfen kavout frealz gant kement-se?


Rak me eo an AOTROU, an hini a gar ar varnedigezh hag a gasa al laeroñsi evit al loskaberzh. Me a roio dezho o gopr gant fealded, hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus.


Neuze e lavaris: A! AOTROU Aotrou! Setu, va ene n'eo ket bet saotret, adalek va yaouankiz betek vremañ ne'm eus debret na gorf marv na loen diframmet, ha kig dic'hlan ebet n'eo aet em genoù.


An aberzhourien ne zebrint ket ar c'hig eus ul loen marvet anezhañ e-unan pe diframmet, labous pe pevarzroadeg.


Kollet out, Israel, en ur vezañ a-enep din, a-enep an hini a zo da sikour.


Ne zebro ket ul loen marv pe diframmet evit chom hep bezañ dic’hlan. Me eo an AOTROU.


mar en deus pec’het evel-se, e vo kablus, hag e rento an dra laeret gantañ, pe ar pezh en deus kemeret dre douell, pe ar pezh a zo bet fiziet ennañ, pe an dra gollet en deus kavet,


hag a lavar: Pegoulz e vo tremenet al loar nevez, ma werzhimp hon ed? Pegoulz e vo tremenet ar sabad, ma tigorimp hor solieroù? Bihanaat a raimp an efa hag e kreskimp ar sikl, hag e falsimp ar balañsoù evit touellañ,


Va fobl, petra am eus graet dit? E petra em eus da boaniet? Respont din.


Piv eo an hini ac'hanoc'h a serro an dorojoù, evit na vo enaouet ken en aner an tan war va aoter? Ne'm eus plijadur ebet ennoc'h, eme AOTROU an armeoù, ha ne blij din prof ebet eus ho taouarn.


An AOTROU a lamo kuit eus teltennoù Jakob an den a ra kement-se, an hini a zihun, an hini a respont, hag an hini a ginnig ar brofadenn da AOTROU an armeoù.


Ha setu un eil tra a rit: Goleiñ a rit a zaeroù aoter an AOTROU, a oueladegoù hag a huanadoù, e doare ma ne sell ken ouzh ar brofadenn, ha ne gemer ken plijadur er pezh a zeu eus ho taouarn.


Pa yunit, na gemerit ket ur min trist evel ar bilpouzed, rak e tispennont o dremm evit diskouez d’an dud e yunont. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.


Pa bedez, na ra ket evel ar bilpouzed, rak e karont pediñ en o sav er sinagogennoù hag e kornioù ar straedoù, evit bezañ gwelet gant an dud. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.


M'en deus ur si bennak, mard eo kamm pe dall, mar en deus ur si fall all, n'aberzhi ket anezhañ d'an AOTROU da Zoue.


Perak hoc'h eus pellaet gant taolioù-treid va aberzh ha va donezon am eus gourc'hemennet d'ober em chomlec'h? Hag ec'h eus enoret da vibien muioc'h egedon, evit en em lardañ gant ar gwellañ eus donezonoù Israel va fobl?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos