11 Ha bremañ va merc'h, na'z pez ket aon, ober a rin evidout kement a lavari din, rak holl zorojoù va fobl a oar ez out ur vaouez vertuzius.
An AOTROU en em ziskouezas dezhañ en noz-se hag a lavaras: Me eo Doue Abraham da dad. Na'z pez ket aon, rak e vin ganit hag e vennigin ac'hanout hag e kreskin da lignez abalamour da Abraham va servijer.
Ur vaouez vertuzius a zo kurunenn hec'h ozhac'h, met an hini a ra vezh a zo evel breinadur en e eskern.
Piv a gavo ur wreg vertuzius? He friz a zo pell dreist hini ar perlez.
Gwir eo e c'hellan da zasprenañ, met bez' ez eus unan all c'hoazh hag a zo nesoc'h egedon.