Levr Rud 1:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
21 Aet e oan kuit leun, an AOTROU a ra din dont en-dro goullo. Perak va anvit Naomi, pa en deus an AOTROU va diskaret, ha pa en deus an Holl-C'halloudeg va glac'haret.
hag e lavaras: En noazh ez on deuet eus kof va mamm, hag en noazh e tistroin di. An AOTROU en deus roet, an AOTROU en deus lamet. Ra vo anv an AOTROU benniget!
Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.
ha gortoz a rafec'h betek ma vefent bras? Daoust hag evito e chomfec'h a-du hep addimeziñ? Nann va merc'hed, rak ez on en ur brasoc'h c'hwervded en abeg deoc'h, pouezet warnon eo dorn an AOTROU.