Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.
Kinnig a raio eus an aberzh a drugarekadennoù ur prof graet dre an tan dirak an AOTROU, al lard, al lost en e bezh a vo rannet tost d’ar mell-kein, al lard a c’holo ar bouzelloù hag al lard a zo a-us d’ar bouzelloù,
Moizez a lakaas mibien Aaron da dostaat, a lakaas gwad war flipezenn o skouarn dehou, war veud o dorn dehou ha war veud o zroad dehou, hag e skuilhas ar gwad war an aoter hag en-dro dezhi.
eus paner ar bara hep goell a oa dirak an AOTROU e kemeras ur wastell hep goell, ur wastell bara eoulek hag ur vignezenn, hag e lakaas anezho war al lard ha war ar skoaz dehou.