Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 6:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 Piv bennak a stoko ouzh e gig a vo santelaet. Mar strink gwad war un dilhad bennak, e walc’hi el lec’h santel an dilhad a zo bet strinket gwad warnañ.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 6:27
11 Referencias Cruzadas  

E-pad seizh devezh e ri an dic'haou evit an aoter hag e ouestli anezhi, hag an aoter a vo un dra santel-meurbet. Kement a stoko ouzh an aoter a vo gouestlet.


Hag e santelai anezho, hag e vint un dra santel-meurbet. Kement a stoko outo a vo santelaet.


Pa'z aint d'al leurenn diavaez, d'al leurenn diavaez etrezek ar bobl, e tiwiskint o dilhad ma o deus servijet ganto, hag o lakaint er c'hambroù santel, hag e wiskint dilhad all, evit na santelaint ket ar bobl gant o dilhad.


Pa gouezho ur pezh bennak eus o c’horfoù marv war un dra bennak, an dra-se a vo dic’hlan, benveg-koad, dilhad, kroc’hen, sac’h, pep tra a vez graet implij anezhañ; lakaet e vo en dour hag e vo dic’hlan betek an noz, ha neuze e vo glan.


Pep paotr e-touez mibien Aaron a zebro dioutañ. Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù diwar-benn ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. Piv bennak a stoko outo a vo santelaet.


Ar c’hig en devo stoket ouzh un dra bennak dic’hlan ne vo ket debret, devet e vo en tan. Diwar-benn ar c’hig, pep den glan a c’hello debriñ dioutañ,


Mar doug unan bennak kig santelaet e pleg e vantell, ha ma stok gant ar vantell-se ouzh bara, pe ouzh ur meuz poazhet, pe gwin, pe eoul, pe ur boued bennak, daoust hag-eñ e teu an dra-se da vezañ santel? An aberzhourien a respontas o lavarout: Ne zeu ket.


Pediñ a rejont anezhañ d’o lezel da stekiñ hepken ouzh bevenn e zilhad. Ha kement hini a stokas, a voe yac’haet.


rak hi a lavare enni hec’h-unan: Mar gellan hepken stekiñ ouzh e zilhad, e vin yac’haet.


O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.


Ha setu, an hevelep tristidigezh-se hervez Doue, nag a resevender n’he deus ket degaset ennoc’h, nag a zidamalloù, nag a vrouez, nag a zoujañs, nag a c’hoant, nag a gred, nag a gastiz! Diskouezet hoc’h eus e pep keñver ez oc’h glan en afer-se.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos