Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.
mar d-eo un aberzhour olevet an hini en deus pec’het, o lakaat dre eno ar bobl kablus, ra ginnigo d’an AOTROU evit ar pec’hed en devo graet ur c’hole disi evel aberzh-dic’haouiñ.
An aberzhour a wisko e doneg lin, a lakaio brageier lin war e gig, a lamo al ludu o tont eus an tan en devo kuzumet al loskaberzh war an aoter hag o lakaio e-kichen an aoter.
Gwalc’hiñ a reas en dour ar bouzelloù hag an divhar, ha Moizez a lakaas da vogediñ an tourz en e bezh war an aoter. Ul loskaberzh e voe, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.