Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 6:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Setu ar prof a ginnigo Aaron hag e vibien d’an AOTROU d’an deiz ma vint olevet: un dekvedenn efa (1/10 efa   3 l) flour bleud evel donezon beurbadus, un hanter diouzh ar beure hag un hanter diouzh an abardaez.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 6:20
17 Referencias Cruzadas  

eus ar baraoù a ginnig, eus ar flour bleud evit an donezonoù, eus ar bignez hep goell, eus ar pezh a zo poazhet war ar baelon, eus ar pezh a zo kemmesket, eus an holl vuzulioù a endalc'h hag a hirder;


An omer a zo an dekvedenn eus an efa.


bara hep goell, gwestell hep goell mezet gant eoul ha bignez hep goell strinket gant eoul. Ober a ri anezho gant flour bleud gwinizh.


ha gantañ un donezon a ziv dekvedenn a flour bleud mezet gant eoul, ur prof graet dre an tan, ur c’hwezh dudius d’an AOTROU, hag un evadkinnig eus ur c’hard hin gwin.


Mar pec’h unan bennak a zo test, goude bezañ klevet mouezh al le, o tremen hep disklêriañ ar pezh en deus gwelet pe ar pezh a oar, e tougo e zireizhder.


Ma ne c’hell ket pourchas div durzhunell pe div goulm yaouank, an hini en deus pec’het a ginnigo evit e brof un dekvedenn efa (1/10 efa   3 l) flour bleud evel aberzh-dic’haouiñ; ne skuilho ket eoul warnañ ha ne lakaio ket ezañs warnañ, rak un aberzh-dic’haouiñ e vo.


Neuze e tiwisko e wiskamantoù hag e wisko reoù all, hag e kaso al ludu er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Loskaberzh ar sabad e vo, evit pep sabad, ouzhpenn al loskaberzh peurbadus gant e evadkinnig.


Lavarout a ri: Setu ar prof graet dre an tan a ginnigot d'an AOTROU: Daou oan disi eus ur bloaz, bemdez, evit loskaberzh peurbadus.


Eleazar, mab Aaron an aberzhour, en devo da eveshaat ouzh eoul al lampoù, ouzh an ezañs a c'hwezh-vat, ouzh ar prof peurbad hag ouzh eoul an oleviadur. Eñ en devo da eveshaat ouzh an holl dabernakl hag ouzh an holl bezh a vo e-barzh, ar santual hag e draoù.


Rak pep beleg-meur kemeret e-touez an dud a zo lakaet evit an dud e traoù a sell ouzh Doue, evit ma kinnigo profoù hag aberzhoù evit ar pec’hedoù.


n’en deus ket ezhomm, evel ar veleien-veur, da ginnig bemdez aberzhoù, da gentañ evit e bec’hedoù e-unan, ha goude evit re ar bobl, rak graet en deus kement-se ur wech oc’h en em ginnig e-unan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos