Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 6:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Mar en deus pec’het unan bennak ha graet un difealded e-keñver an AOTROU, en ur lavarout gevier d’e nesañ diwar-benn ur fiziad, un dra da eveshaat warni, un dra laeret pe dilamet dre douell digant e nesañ,

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 6:2
25 Referencias Cruzadas  

Pa c'houlenne tud al lec'h-se diwar-benn e wreg, e lavare: Va c'hoar eo. Rak aon en doa lavarout: Va gwreg eo. Rak lavarout a rae: Va lazhfe tud al lec'h-se en abeg da gaerded dremm Rebeka.


va gwalc'h da vat eus va direizhder, ha va glana eus va fec'hed,


Na vez ket test a-enep da nesañ hep abeg, ha fellout a rafe dit touellañ gant da vuzelloù?


evel-se eo an den a douell e nesañ hag a lavar: Ha ne oa ket evit c'hoari?


Ur weledigezh euzhus a zo bet disklêriet din. An toueller a douell, an distrujer a zistruj. Pign, o Elam! Seziz, o Media! Me a laka da baouez an holl hirvoudoù.


Eus penn pellañ an douar hon eus klevet kanañ: Enor d'an Hini reizh! Met lavaret em eus: Kollet on! Kollet on! Gwalleur din! Ar c'hanazed a ra taolioù-ganas, ar c'hanazed a ra taolioù-ganas e-leizh!


Gwalleur dit, te hag a zistruj ha n'out ket bet distrujet, hag a douell ha n'out ket bet touellet! Pa vo echu ganit distrujañ e vi distrujet, ha pa vo echu ganit touellañ e vi touellet.


Pep hini a ra goap eus e nesañ, ne lavaront ket ar wirionez, graet o deus d'o zeod lavarout gevier, aet int skuizh oc'h ober an droug.


hag ar c'hambr o sellout etrezek an hanternoz, a zo evit an aberzhourien a ra servij an aoter. Bez' ez int mibien Zadok, eo ar re, a-douez mibien Levi, a dosta ouzh an AOTROU evit servijañ anezhañ.


Mar d-eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.


Ne laerot ket, ne lavarit ket gevier ha ne douellot ket an eil egile.


Mar en deus graet unan bennak un difealded hag ur pec’hed diratozh e-keñver traoù santel an AOTROU, e kinnigo d’an AOTROU evit e gablusted un tourz disi, kemeret e-touez al loened bihan hervez da brizadur e sikloù arc’hant, diouzh sikl ar santual.


Un aberzh a gablusted e vo, a-dra-sur e oa kablus e-keñver an AOTROU.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


hag a lavar: Pegoulz e vo tremenet al loar nevez, ma werzhimp hon ed? Pegoulz e vo tremenet ar sabad, ma tigorimp hor solieroù? Bihanaat a raimp an efa hag e kreskimp ar sikl, hag e falsimp ar balañsoù evit touellañ,


Re c'hlan eo da zaoulagad evit gwelout an droug, ha ne c'hellez ket sellout ouzh ar fallagriezh. Perak e sellfes ouzh a re fall hag e tavfes, pa lonk an hini drouk unan reishoc'h egetañ?


Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.


Ma’z pije miret anezhañ, daoust ha ne oa ket dit? Hag o vezañ e werzhet, ha ne oa ket e briz en da c’halloud? Penaos eta ec’h eus lakaet ar soñj-se en da galon? N’eo ket d’an dud ec’h eus lavaret gaou, met da Zoue eo.


Dre-se, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac’hanoc’h hervez ar wirionez d’e nesañ, rak izili omp an eil d’egile.


Na lavarit ket a c’hevier an eil d’egile, o vezañ diwisket diwarnoc’h an den kozh hag e oberoù,


Met er-maez e vo ar chas, ar sorserien, ar re hudur, ar vuntrerien, an idolourien, ha piv bennak a gar hag a ra ar gaou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos