Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 5:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 An hini a vo kablus eus unan an traoù-se, a anzavo en deus pec’het,

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 5:5
13 Referencias Cruzadas  

Kanañ a raio dirak an dud o lavarout: Pec'het em boa, diskaret em boa ar gwir, ha n'eo ket bet va foan kevatal,


Roet em eus da anavezout dit va fec'hed ha ne'm eus ket kuzhet ouzhit va direizhder. Lavaret em eus: Anzav a rin va disentidigezh d'an AOTROU. Ha te ac'h eus lamet poan va fec'hed.  Ehan


An hini a guzh e bec'hedoù ne raio ket berzh, met an hini o anzav hag o dilez en devo trugarez.


Anzav da zireizhder, ma'z out en em savet a-enep an AOTROU da Zoue, ma ec'h eus troet amañ-ahont da gammedoù etrezek an diavaezidi dindan pep gwezenn c'hlas, ha ma ne'c'h eus ket selaouet va mouezh, eme an AOTROU.


Hag e pedis an AOTROU va Doue, hag e ris va c'hofez o lavarout: A! Aotrou Doue bras ha spontus, a vir an emglev hag an drugarez e-keñver ar re a gar ac'hanout hag a vir da c'hourc'hemennoù,


Aaron a lakaio e zaouarn war benn ar bouc’h bev hag ec’h anzavo warnañ holl zireizhderioù mibien Israel hag o disentidigezh en o holl bec’hedoù; o lakaat a raio war benn ar bouc’h hag en kaso kuit el lec’h distro gant sikour un den evit-se.


Neuze ec’h anzavint o direizhder ha direizhder o zadoù, ha penaos o devo disentet ouzhin ha kerzhet a-enep din.


Evel-se an aberzhour a raio evit an den-mañ an dic’haou eus ar pec’hed en deus graet e-keñver unan an traoù-se, hag e vo pardonet dezhañ. Ar pezh a vo manet eus ar prof a vo evit an aberzhour, evel en donezonoù.


ec'h anzavo ar pec'hed en devo graet, e tic'haouo an dismegañs en ur lakaat ouzhpenn ar bempvedenn, hag e roio anezhañ d'an hini eo en em lakaet kablus en e geñver.


Rak krediñ a reer gant ar galon evit kaout ar reizhder, hag anzav a reer gant ar genoù evit kaout ar silvidigezh.


Jozue a lavaras da Akan: Va mab, ro gloar d'an AOTROU Doue Israel, ro dezhañ meuleudi, ha disklêr din ar pezh ac'h eus graet, n'henn kuzh ket ouzhin.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos