Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 4:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Degas a raio ar c’hole ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU. Lakaat a raio e zorn war benn ar c’hole, a vo lazhet dirak an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 4:4
11 Referencias Cruzadas  

Hag e voe tostaet bouc'hed-dic'haouiñ dirak ar roue ha dirak ar vodadenn, hag e lakajont o daouarn warno.


Bez' e oamp holl dianket evel deñved, pep hini ac'hanomp a heulie e hent e-unan, hag an AOTROU en deus lakaet da vont warnañ hon direizhder deomp-ni holl.


Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.


Aaron a lakaio e zaouarn war benn ar bouc’h bev hag ec’h anzavo warnañ holl zireizhderioù mibien Israel hag o disentidigezh en o holl bec’hedoù; o lakaat a raio war benn ar bouc’h hag en kaso kuit el lec’h distro gant sikour un den evit-se.


Henaourien Israel a lakaio o dornioù war benn ar c’hole dirak an AOTROU, hag e vo lazhet ar c’hole dirak an AOTROU.


Lakaat a raio e zorn war benn an aberzh-dic’haouiñ, a vo lazhet el lec’h ma vez lazhet al loskaberzhoù.


Degas a reas ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ; hag e lakaas Aaron hag e vibien o daouarn war benn ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ.


Al Levited a lakaio o daouarn war benn ar c'holeoù, hag e kinnigi unan evel aberzh-dic'haouiñ hag egile evel loskaberzh, evit ober dic'haou evit al Levited.


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos